Emgann Marathon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Emgann Maraton[1] a enebas lu ar Bersed ouzh hini Aten hag a voe trec'h d'an 13 a viz Gwengolo 490 kent J.K.. Diwar an trec'h-se e voe c'hwitet kentañ taol-arnod ar roue Darius Veur da aloubiñ peurrest Henc'hres, ma rankas dilezel ar soñj da stagañ Hellaz ouzh e impalaeriezh, rak se a felle dezhañ ober evit lakaat he harzoù er c’hornôg da vezañ suroc’h. Dont a ra ar pep brasañ eus ar pezh a anavezomp diwar-benn an emgann-se eus skridoù Herodotos Halikarnasos.
Taolenn |
[kemmañ] Istor
Da gentañ e voe kaset Mardonios gant Darius, e 492 BC, dre an douaroù betek Europa evit kreñvaat dalc’h Persia war Trakia ha Makedonia, abalamour ma oa bet gwanaet gant emsavadeg Ionia. Daoust d’ar berzh a reas e voe kaset da get ar pep brasañ eus an arme gant ur barrad amzer e-kichen ar Menez Athos, ha ret e voe d’ar re a chome distreiñ da Azia.[2]
E 490 e voe kaset ur morlu renet gant Datis hag Artafernes da sujañ inizi ar C’hikladoù e-kreiz an Enezvor hag evit kastizañ Eretria hag Aten o doa roet harp d’an [emsavidi. Lakaet e oa bet seziz war Eretria a gouezhas nepell goude. Douarañ a reas neuze ar morlu e bae Marathon. Eno e voe trec’het ar Bersed gant un arme vihan hoplited atenat ha plataeat, en despet d’o niver brasoc’h.
Redadenn hir ar c’hannad en dije kaset keloù an trec’h da Aten a awenas krouidigezh redadeg ar marathon da vare C’hoarioù Olimpek 1896.
[kemmañ] Mammennoù
Mammenn pennañ hon anaoudegezh diwar-benn an emgann eo skridoù Herodotos a zanevell anezhañ el levrenn VI, rannbennad 102–117. Koulskoude e oa ganet un nebeud bloavezhioù goude an emgann, ha soñjal a reer e skrivas e levr goude Peoc’h Kallias (-449/-448). Kaeraat a ra e zanevell ouzhpenn gant an darvoudoù dreistnaturel da-heul, kemeret gantañ evel fedoù a-bouez eus an emgann : Anadiñ a ra an doue Pan da Feidippides e-doug e dennad da Sparta evit goulenn sikour.[3] Huñvreal a ra Hippias hag a ziougan drouziwezh ar Bersed[4] ha dallet eo an atenad Epizelus gant un doue e-doug ar gombat.[5]. Dont a ra holl an holl ditouroù all a-bouez eus mamennoù koshoc’h. Reiñ a ra Paosanias titouroù a-bouez diwar-benn lodenn ziwezhañ an emgann (ar chase); Geriadur bizantat Suda , skrivet en Xvet kantved a viras titouroù eus mammennoù all zo bet kollet hiziv an deiz, evel skridoù Eforus.
[kemmañ] Abegoù an emgann
E 511 BC, gant skoazell Kleomenes Iañ, roue Sparta, Ateniz a argasas Hippias, a oa tirant Aten[6]. Abaoe tad Hippias, Peisistratos, e oa bet an tiegezh-se e penn ar geoded, da lâret eo e-pad 36 vloaz[7] diwar an 50 vloaz tremenet. Tec’het a reas Hippias da Sardis da lez ar satrap persat tostañ, Artafernes, hag e prometas sujidigezh Aten d’ar Bersed gant ma vefe lakaet en he fenn en-dro. Pa c’houlennas Ateniz e vije kaset kuit e lavaras ar satrap dezhe e tlefent e lakaat e penn o c’heoded en-dro. Abalamour d’ar respont-se e soñje Ateniz e oa digor ar brezel gant ar Bersed hag 20 lestr sikour a gasjont da geodedoù Ionia pa’n em savjont a-enep an impalaeriezh persat e-doug Emsavadeg Ionia (-499–-494).[8] Moarvat e oa tec’het Hippias da lez ar roue Darius Veur da vare an emsavadeg-se.
Kaset e oa bet sikour d’an emsavidi gant keoded Eretria ivez.
Faezhet e voe an emsavidi. Ne c'halle ket an impalaeriezh persat disoñjal roll Aten hag Eretria. A-hend-all e oa un digarez brav evit astenn beli ar Bersed e Bro-Chres.
[kemmañ] Notennoù
- ↑ e henc'hresianeg Μάχη τοῡ Μαραθῶνος (Mache tou Marathonos)
- ↑ Herodotos VI,43
- ↑ Herodotos VI,105
- ↑ Herodotos VI,107
- ↑ Herodotos VI,117
- ↑ Herodotos V,65
- ↑ Herodotos V,65
- ↑ Herodotos V,96
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Emgann Maraton danevellet gant Herodotos
- Livius, Emgann Maraton gant Jona Lendering
- Poltredoù arzh eus Maraton e gwenn-ha-du.