See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Eil milved kent Jezuz-Krist - Wikipedia

Eil milved kent Jezuz-Krist

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

../.. | IIIe milved kt JK | Eil milved kt JK | I milved kt JK | ../..

XXvet kantved kt JK | XIXvet kantved kt JK | XVIIIvet kantved kt JK | XVIIvet kantved kt JK | XVIvet kantved kt JK

XVvet kantved kt JK | XIVvet kantved kt JK | XIIIvet kantved kt JK | XIIvet kantved kt JK | XIvet kantved kt JK | Xvet kantved kt JK

Roll ar milvedoù | Roll ar C'hantvedoù


Kregiñ a ra an Eil milved kent JK e -2000 hag echuiñ a ra e -1001.

Taolenn

[kemmañ] Darvoudoù

[kemmañ] Afrika

  • Darempredoù etre pobladoù al ledenez iberek ha su Maroko e-tro an IIIe milved kt JK. Treuzkaset gant pobladoù Europa teknikoù metalouriezh an arem hag ar c’houevr en em led e kornôg Norzhafrika e-pad an Eil milved kent JK.

[kemmañ] Amerika

  • E Mezoamerika, deroù an hoalad stummañ merket gant diorroidigezh ar sevenadurezhioù kêr kentañ.
    • Sevenadurezh olmek (- 2 000 betek - 500), ar goshañ e Mezoamerika. Bevañ a ra an Olmeked e kornôg gourenez ar Yucatán e janglenn drovanel an diazadoù geuniek el lec’h emañ bremañ Stadoù mec’hikat Veracruz ha Tabasco. En em astenn a ra tamm-ha-tamm o levezon betek uhelgompezennoù Mec'hiko, traoñienn Mec'hiko, a vez graet Anáhuac anezhi, Oaxaca ha, pelloc’h war-du ar c'hornôg, betek Guerrero.
    • Sevenadurezh Maya.
  • E Norzhamerika :
    • Kregiñ a ra ar meuriadoù chaseourien-dastumerien da vont war al labour-douar.
    • Raksevenadur inuit eus Sibiria betek Greunland. Hengoun an ostilherezh bihan arktek (- 2 000 betek - 800) : mirkolitoù sileks evit troc’hañ ha kizellañ an eskern, treantoù, saezhoù, kontilli, begoù biroù. Diwezhatoc’h e vo implijet ostilhoù sklent hag askorn, prierezh ha kleuzeurioù gant gwennoù balum. Kantreourien zo eus an Inuited kentañ-mañ. Hemolc’hiñ a reont jiboezoù bihan ha laboused. Pesketa a reont. Teltennoù krec’hin a vez implijet ganto moarvat.
  • E-tro - 2 000 : deroù ar prierezh ha gounezerezh askoridik ar maiz en Andoù Perou.
  • E-tro - 1 500 : deroù labour ar metal e Perou.

[kemmañ] Iskevandir India

  • War-dro ar XVvet kantved kt JK, e krog ar pobloù arian deuet eus ar gwalarn da aloubiñ hanternoz India. En em veskañ a reont gant ar pobloù all hag argas a reont ar pobloù dravidian etrezek ar su.

[kemmañ] Azia

  • Oadvezh ar metal e Tibet (eil milved - VIvet kantved goude JK). Meurvein, bezioù ha traezoù loenel heñvel a-walc’h ouzh arz ar stepennoù.
  • E-tro an hevelep mare, e Sina (well-wazh 2000 - 1600 kt JK) e tiorren sevenadur Logshan war aod ar reter. Heverk eo dre ar c’hêrioù anezhi gronnet gant ur vogeriad difenn graet gant douar kalamac’het. Hañvalout a ra ar gevredigezh bezañ renet gant un urzhaz sklaer, pouezus eo al lidoù relijiel enni..

[kemmañ] Reter nesañ

  • Aloubadegoù indezeuropek an (Arianed), war uhelmgompezenn Iran.

[kemmañ] Palestina

  • E-pad lodenn gentañ an eil milved kent JK en em stailh e Palestina hag en Egipt ur strollad kentañ a bobladoù semitek (hendadoù pobl ar yuzevien) genidik eus Mezopotamia. Kemer a reont ar galloud e rann reterañ delta an Nil. Anv anezho a gaver war tablezennoù egiptek evel pobladoù kantreourien preizherien.
    • Er XIVvet hag en XIIIvet kantved kt JK en em stailh ar strollad kentañ-mañ en Egipt. Eno e vo ganet ar relijion undoueek kentañ, ar Yuzevegezh, diskuliet gant Moizez.
    • War-dro dibenn an XIIIvet kantved kt JK ec’h adkav ar strollad Semitek kentañ distro eus Egipt ur strollad all deuet eus Mezopotamia Uhelañ. Degemer a ra an eil strollad-mañ ar relijion diskuliet, ar yuzevegezh d'e dro. En em staliañ a reont a-gevret er Sisjordania a-vremañ, anezhi ur vro poblet dister. Alese en em ledo o sevenadur hag en em glevout a raint gant pobladoù semitek all diazezet e Galilea hag e Treuzjordania.
  • E-tro 1200 kent JK eo mestr an Hebraed war holl geodedoù ar vro war-bouez Ourousalim (Jeruzalem), dalc’het c’hoazh gant ar Yebousined (Bro gKanaan).
  • 1175 kt JK : aloubet eo takad arvorel Gaza gant ar Filistined (pe Pobloù ar mor), genidik eus mor Aegea, anezho ur bobl c’hresian startijenn enni hag aozet en-dro da geodedoù. Diouto e teu an anv Palestina.

[kemmañ] Kornôg Europa

  • Sevenadurezh El Argar e Spagn (-2000,-1200). Ibered, Euskariz.
    • El Argar e Spagn zo anezhañ unan eus lec’hiadoù kentañ an arem koshañ ma bleustred war metalouriezh an aour an arc’hant hag ar c’houevr a-raok diorroidigezh an arem. An armoù zo anezho goustilhoù a ya war hiraat evit dont da vezañ gouglezeoù hag halabardennoù a oa priziet-kaer da vare an arem koshañ. Testeniekaet eo an darempredoù etre reter ar mor Kreizdouar (Aegea hag Egipt) hag arvor an Atlantel.
    • Gras da ziorroidigezh ar vetalouriezh en El Argar e teu war wel un aozadur nevez evit a labour. Treboulet eo an aozadur kevredigezhel hag ar stuzioù kañv. Implijet e vez bezioù hiniennel (e jarloù evel en Anatolia) e-lec’h an «tholos»où stroll bras. Da get ez a an doueezed-mamm.

[kemmañ] Kreiz ha reter Europa

  • E-kerzh an eil milved en em led an Dhraked anezho Indezeuropiz kar d'ar C'hresianed (Geted, Tribaled en norzh hag Odrysed er su) trema hanternoz ar Balkanoù betek an Danav hag e Mysia (Azia Vihan).
  • Skeiñ a ra ar Valted, anezho indezeuropiz war-du an norzh hag ober a reont o annez e diazad reter ar Mor Baltel etre -2 000 ha -1 400.
  • Krediñ a reer eo digejet ar yezhoù finnhungarek e kornôg Sibiria e-tro -2000.
  • Test eo kreñvlec’hioù reter ha kreiz Europa eus stegnadurioù sokial har armerzhel a ya war-gresk. Kreñvlec’h Spišsky Štvrtok er C'harpatoù a ya mein koublet war 4 metr uhelder d'e ober, ha warnañ un nor begmogeriet. Tud drouklazhet zo bet dizoloet e kreñvlec’h Blučina.
  • Sevenadurezh Unetis e Bohemia (-2 000 betek -1 500)
    • Unetis eo penngreizenn deroù marevezh an arem koshañ en Europa. Eno eo bet kavet produererezhioù kentañ ar bed barbar (bouc’hilli kantennek, goustilhoù tric’hornek, spilhennoù, torkoù) a vo skignet dre-holl e kornôg Europa.
    • Pouez Unetis a zeu diwar kabestr kouevregoù an Alpoù hag ar Balkanoù, staenegoù Bohemia hag hentoù kenwerzh an ambar o tont eus ar Mor Baltel. Asur eo an darempredoù gant ar Mor Kreizdouar (Mykenia, Egipt, Kiprenez).
    • Unetis : da get ez a kehel an doueez-vamm met chom a ra arouez ar c’herniel stag ouzh diorroidigezh ar chatalerezh. Difetis e chom an arz (kinkladurioù mentoniel war an armoù hag ar priajoù).
    • E-tro -1 200 e teraou ul lusk sevadurel bras deuet eus su Alamagn, Aostria ha Bohemia, anezho kavell ar bed keltiek, war-du ar c’hornôg.

[kemmañ] Ijinadennoù, Kavadennoù, Degasadennoù

  • Kavet e vez war pezhioù poderezh Jomon eus enezeg Japan roud ul levezon deuet eus ar c’hevandir, dreist-holl e biz an enezeg. Hañvalout a ra stummoù zo dreveziñ listri arem sinaat an hevelep koulz.
  • Gounezet an ignam, ar patatez dous ha, marteze, ar maniok e Mezoamerika (Cuello de Belize).


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -