Egor
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar ger egor a vez implijet evit en em reizhañ ouzh toleadoù goullo an hollved, e-maez aergelc'hioù ar c'horfoù-oabl.
Taolenn |
[kemmañ] Termenadurioù an egor
[kemmañ] Harzoù an Douar
N'eus ket un harz rik etre aergelc'h an Douar hag an egor o vezañ ma tigresk an douester dre ma kresk an uhelder. Padal en doa divizet ar Fédération aéronautique internationale e vo linenn Kármán termenadur an harz etre an aerlestrsaverezh hag an astraerezh. Implijet e vez-se peogwir en doa jedet Theodore von Kármán e vefe ret d'ul lestr beajiñ buanoc'h eget an herr kelc'hdroel da genderc'h dougen gant an aergelc'h en uhelder-mañ.
[kemmañ] Koskoriad an Heol
E-barzh koskoriad an Heol e vez graet eus an egor egor etreplanedennel a zeu da egor etresteredel en heliopoz. E-maez hent Sant-Jakez e komzer eus egor etregalaksiel.
[kemmañ] Goulloder an egor
Er c'hontrol d'ar pezh a greder n'eo ket peurc'houllo an egor : dastrewet eo gant rannennoù e douester izel, dreist-holl plasma-hidrogen, skinad elektromagnetek, materi du ha gremm du. Gwask an egor etresteredel a zo 10 pPa (1×10-11 Pa). E-skoaz eo an aerwask e live ar mor 1013 hPa (≈ 1x105 Pa).
Permetiñ a ra ezvezañs a aer d'an egor da vezañ ul lec'h peurvat evit ar steredoniezh — dre skouez, gorre al Loar. Ar pellseller Hubble a c'hellas luc'hskeudenniñ gouloù o tont eus 13,7 miliard vloaz 'zo (tost mare ar Big Bang).
Un den hag a vefe "splujet" er goulloder ne darzhfe ket, ne skornfe ket da varv, ha ne varvfe ket en abeg d'e wad o virviñ, ent gwir. Mouget e vefe hemañ goude un nebeud munutennoù. An aer a guitafe e skevent end-eeun. An holl oksigen er gwad a c'houllofe er skevent evit klask keidañ an diri-gwask. Ar marv a zeufe pa errufe ar gwad disoksigenet en empenn.
[kemmañ] Satellitoù
Bez' ez eus meur a satellit o kelc'hdreiñ en-dro d'an Douar, en o zouez ar satellitoù-kehentiñ 35 786 km a-us da live ar mor er c'heheder. Alies e vez kredet ez eo an dud o kelc'hdreiñ e-maez park-hoalnerzh an Douar peogwir ez int o flodañ. Flodañ a rint peogwir ez int e kouezhadenn dieub. An hoalnerzh a genderc'h un nerzh kreizhoal hag a harz outo da ziflipañ en egor, enep dezhañ an nerzh kreiztec'h kenderc'het gant an herr linennek. Emledañ a ra hoalnerzh an Douar kalz pelloc'h ha mirout a ra al Loar war e gelc'hdro en ur pellder a 384 403 km.
Hervez teorienn an hoalnerzh e tosta hoalnerzh an holl gorfoù-oabl ouzh mann gant gwrizienn c'hin ar pellder.
[kemmañ] An derezioù eus an Douar davit an egor
Uhelderm | Uhelderft | Diskrivadur |
---|---|---|
0 | 0 | Live ar mor. Aerwask = 1 atm = 1013 hPa = 29,92 in Hg = 760 mm Hg = 14,5 lbf/in². |
3000 | 10 000 | Ret eo da lomaned kirri-nij kemer boniadoù oksigen er bourzh. |
5000 | 16 400 | Aerwask = 500 hPa. |
5300 | 17 400 | Hanterenn an aergelc'h-douar a zo dindan an uhelder-mañ. |
8000 | 26 200 | Harz lazhus evit ar grimperien. |
8844 | 29 016 | Bleñchenn an Everest, menez uhelañ er bed. Aerwask = 260 hPa. |
18 000 | 59 100 | Harz etre an droposferenn hag ar stratosferenn. |
20 000 | 65 600 | Berviñ a ra an dour pa ne vez ket gwaeget. Padal ne verv ket ar flu-korf peogwir e produ ar c'horf a-wal'ch a wask diabarzhel. |
34 700 | 113 740 | Uhelder-rekord bet tizhet gant un den e bourzh ur ballon. |
50 000 | 164 000 | Harz etre ar stratosferenn hag ar vezosferenn. |
80 500 | 264 000 | Harz etre ar vezosferenn hag an dermosferenn. Termenadur an nij egorel er Stadoù-Unanet. |
100 000 | 328 100 | Linenn Kármán : termenadur harz an egor. Turbopoz. |
200 000 | 656 200 | Kelc'hdro izelañ a c'hall bezañ gant stabilder war verr dermen (un neubeud devezhioù). |
350 000 | 1 150 000 | Kelc'hdro izelañ a c'hall bezañ gant stabilder war hir dermen (lies bloavezh). |
360 000 | 1 181 000 | Kelc'hdro an ISS (o argemmañ c'hoazh). |
390 000 | 1 280 000 | Kelc'hdro Mir. |
690 000 | 2 264 000 | Harz etre an dermosferenn hag an eksosferenn. |
780 000 | 2 560 000 | Kelc'hdro an iridiom. |
1 374 000 | 4 508 000 | Uhelder brasañ tapet gant tud o kelc'hdreiñ (Gemini XI e bourzh lestr Agena Target). |
20 200 000 | 66 273 000 | Kelc'hdro steredeg ar satellitoù-GPS. |
320 000 000 | 1 049 870 000 | Hoalnerzh al Loar a zo pouezhusoc'h eget hini an Douar (poent Lagrange). |
Koskoriad an Heol | |
---|---|
Planedennoù: Merc'her - Gwener - Douar - Meurzh - Yaou - Sadorn - Ouran - Neizhan | |
Planedennoù korr: Keres - Ploudon & C'haron - Eris | |
Loarennoù pennañ: Loar - Phobos - Deimos - Io - Europa - Ganymede - Callisto - Titan - Titania - Triton | |
Traoù all: Heol - Gouriziad asteroidennoù - kometennoù - Gouriziad Kuiper - Koumoulennad Oort - Disk strewet | |
Gwelet ivez : Listennad adplanedennoù koskoriad an Heol |