Deira
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur rouantelezh angl-ha-saoz en hanternoz Bro-Saoz e-pad ar VIvet kantved e oa Deira. En em astenn a rae eus an Humber betek an Tees hag eus ar mor betek ar Vale of York. Hervez Simeon of Durham e yae betek an Tyne met gouez e oa ar vro goude an Tees. E gêrbenn gentañ a oa war-dro Pocklington moarvat, met dilec'hiet e voe da York goude aloudibigezh rouantelezh Ebrauc gant Edwin.
Anv ar rouantelezh a oa predenek e orin. Dont a ra eus Deifr (dour) pe Daru (derv). Talvezout a rafe "tud an Derwent.
Roue kentañ Deira a anavezer a oa Ælla met gwirheñvel e veve an angled er vro adalek ar marevezh roman. Hervez ar C'hronik Angl-ha-Saozon en-defe Ælla skrapet ar vro digant ar vrezhoned e 581 goude marv Peredyr Arueu Dur en un emgann a-enep tud Bernicia. Goude marv Ælla e yeas e rouantelezh da Æthelfrith, roue Bernicia a unvanas ad div rouantelezh dindan añv Northumbria.
Adkrouet e voe rouantelezh Deira gant Edwin Northumbria.Aloubiñ a reas Bernikia buanik hag adkrouiñ Northumbria. Derc'hel a reas e benngêr e York, avat.