Dan ar Wern
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Dan ar Wern, skrivagner brezhoneger , bet ganet e 1952 e Gwern-Porc'hoed , war lez koadeg vojennel Breselien .
Studiet en deus al lennegezh e Skol-Veur Nisa ha diskibl ha keneil eo bet da Vefa de Bellaing. Plijout a ra dezhañ kenañ beajiñ a-dreuz ar bed ha studiañ yezhoù all ha sevenadurioù disheñvel. Kenlabourat a ra evit an dastumadenn sevenadurel vreizhek Al Liamm evit kinnig barzhonegoù, danevelloù ha studioù .
[kemmañ] Levezonoù
Levezonet eo bet gant Novalis , Gérard de Nerval , Jakez Riou , Francis Jammes , René-Guy Cadou , Rainer Maria Rilke , Carson Mc Cullers , Thomas Mann , Alain-Fournier , Julien Gracq , J.M.G Le Clézio , Annemarie Schwarzenbach , René Schickele , Leonard Cohen ha Stefan Zweig.
Un drilogiezh ezoterek en deus skrivet,awenet gant ar mojennoù keltiek : 1- An Erbeder / Le Passeur des Mondes / 2- An Ti achantet / La Demeure enchantée / 3- Auberive , embannet tamm-ha-tamm e brezhoneg war Al Liamm. Gouestlet eo bet unan eus an danevelloù (e-touez 7 all a-bezh), anvet " Istor Ur bleinier Laz-Senin ", da C'hustav Mahler, ha skrivet anezhi dindan stumm e gensonadeg niverenn 2 , " Dasorc'hidigezh ".
Karout a ra ivez hent arzourien evel Alan Stivell , Sinead O'Connor , Dan Fogelberg ha Loreena McKennitt .
[kemmañ] Soñjoù politikel
Bez e c'heller anavezout e vennozhioù politikel en ur barzhoneg "Ni-Hon-Unan" e ditl ( Al Liamm, niv. 227, 1984 ) hag a ziskouez e c'hoant ma vefe c'hallo Breizh gounit an emrenerezh evel Bro-Skos, Katalonia ha Kembre.