Broioù Katalan
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Graet e vez gant Broioù Katalan pe Broioù Katalanek (katalaneg: Països Catalans) eus ar vroad ma'z a d'hec'h ober an tiriadoù ma vez pe — ma veze evit darn — komzet katalaneg. E dibenn an XIXvet kantved e kaver an termen-se implijet evit ar wech kentañ.
Er broioù-se emañ:
- Priñselezh kozh Katalonia, enni:
- Kumuniezh Emren Katalonia, anvet ivez Katalonia ar Su (katalaneg Catalunya del Sud), pe a-wechoù zoken, ent-berr, Katalonia hepken (katalaneg Catalunya). E Stad Spagn emañ.
- Katalonia an Norzh (katalaneg Catalunya del Nord), er pep brasañ eus departamant gall Pireneoù ar Sav-Heol. E Stad Frañs emañ.
- Andorra, ur Stad dizalc'h.
- Ar Franja de Ponent, en Aragó (e Kumuniezh emren Aragón)
- Inizi Balearez (katalaneg: Illes Balears i Pitiüsses)
Un toullad kornioù-bro all a ra gant ar c'hatalaneg evel El-Carxe e Murcia, ha kêr Alghero (katalaneg L'Alguer) e Sardinia. Hag en un nebeud lec'hioù eus ar Broioù Katalan ez eus yezhoù all evel an okitaneg e Traoñienn Aran ha kastilhaneg e mervent Bro-Valencià.