Borgia
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Lucrezia, merc'h an tad santel, a oa war-nes gwilioudiñ, , hag e Roma ne ouied ket diwar biv e oa ar bugel, pe diwar ar pab, pe diwar e vab, Cesare Borgia, pe diwar gwaz Lucrezia, Alfonso d'Aragona, a oa dic'houest war a lavared. Voltaire, Geriadur filozofikel'.
An tiegezh Borgia a voe un tiegezh bras e c'halloud en Italia er XVvet ha XVIvet kantved.
Un anv katalanek e oa, Borja, a orin eus kêr Xàtiva, tost da Valencia.
War-dro ar XVvet kantved ec'h erruas an tiegezh e Roma, da-heul ar c'hardinal Alonso Borgia, dilennet da bab e 1455 ha kemeret gantañ an anv a g-Callistus III.
War-lerc'h, e voe Rodrigo Borgia, niz da Alonso, a voe dilennet da bab e 1492, hag anvet Alesant VI.
Tri bugel en doe Rodrigo Borgia :
- Cesare Borgia
- Giovanni Borgia, pe Juan Borgia
- Lucrezia Borgia
Goude marv Alesant VI ez eas pouez an tiegezh war zisteraat, ha kalz anezho a zistroas da Spagn.
War-lerc'h, un niz da Alesant VI, Francesco Borgia (1510-1572), a voe anvet da Jeneral ar Jezuited, ha lakaet da sant.