Bertrada Laon
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Berta, pe Bertrada Laon, anvet ivez Bertrada an Droadegez pe Bertrada Bavgamm dre ma oa pok he zroad [1], a oa ur briñsez frank, ganet e Laon e miz Mae 720 ha marvet e Choisy-au-Bac d'an 12 a viz Gouhere 783). Merc'h e oa da Garibert, kont Laon, ha Gisela Akitania. Dimeziñ a reas da Pepin Grenn, maer ar palez (ha roue ar Franked diwezhatoc'h), ha mamm e oa d'an impalaer Karl Veur.
Taolenn |
[kemmañ] He buhez
Maer ar palez e oa Pepin Grenn pa glevas komz eus merc'h Caribert, ha ne oa nemet meuleudi diwar-benn he c'hoantiz hag he deskadurezh. 21 bloaz e oa pa voe pedet da zont davet Pepin en 741. Dont a reas da vezañ e serc'h, pa oa dimezet gant ur briñsez all, ha pemp bugel dezho.
Genel a reas
Neuze e voe kaset kuit gwreg Pepin da di he zad en-dro gant he gwaz, ha roet ar vugale da vanatioù . Dimeziñ a eure da Vertrada e 749. E 751 e voe kurunennet gant he fried, goude diroueet an diwezhañ merovingad, Childeric III. Adarre e voe graet ur gurunidigezh en 754. Oberiant e voe Bertrada e-pad ren he gwaz, mont a rae d'e heul d'ar brezel. Koulskoude e klaskas ar roue he c'has kuit ivez, perak n'ouzer ket, met nac'h a reas ar pab reiñ aotre dezhañ. Pa varvas Pepin, en 768, e lakaas e vibien Karl ha Karloman da rouaned, nemet ne lezas ket ar galloud ganto penn-da-benn. Aozañ a reas dimeziñ Karl da Désirée de Lombardie]] en 770, ha kas e wreg kuit a raio Karl pan ay da vrezeliñ ouzh e dadeg evit lakaate grabanoù war e rouantelezh.
Pa varvas Carloman, en 771, e kemeras Karl ar galloud hag e reas d'e vamm kuitaat he falez en Aachen da vont da d-Thionville.
Mervel a eure , sioul ha diglod, d'an 23 a viz Ebrel 783 e Choisy-au-Bac e-tal Compiègne.
[kemmañ] Lennegezh
Gant Bertrada e voe awenet ar barzh Adenet le Roi, a skrivas Li Roumans de Berte aus grans piés en 1270.
Er varzhoneg daouzeksilabennek-se ez eus kaoz eus eskemm maouezed da zeiz eured Pepin, a zimez gant ur fals-rouanez a denn kenañ da Vertrada, priñsez a Hongri. A-benn ar fin eo anavezet Bertrada abalamour d'he zreid bras.
[kemmañ] Notennoù
[kemmañ] Levrlennadur
- André Castelot et Alain Decaux, Histoire de la France et Des Français au jour le jour ISBN 2-221505786
- Jean-Charles Volkmann, Bien Connaître les généalogies des rois de France ISBN 2-877472086
- Michel Mourre, Le petit Mourre. Dictionnaire de l'Histoire ISBN 2-03519265