Bernez Tangi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bernez Tangi zo ganet d'an 11 a viz Mezheven 1949, hag a zo ur barzh, kaner ha livour brezhonek.
Bez' e voe unan eus krouerien ar strollad rok brezhonek kentañ, Storlok er bloavezhioù 1970.
Nac'het en deus kaout priz Du-mañ Du-se roet gant France 3 Ouest dezhañ abalamour d'e zastumad barzhonegoù Rod an Avelioù en 2001, evit sevel e vouezh da ziskuliañ an nebeud a blas hag a don a vez roet d'ar brezhoneg er media stad.
[kemmañ] Oberennoù
- Fulennoù an tantad, Skrid (1987)
- Rod an Avelioù, Lezneven : Hor Yezh (2001)
- "Chien de feu", Tarv Ruz, 2005. Un dibab eus e varzhonegoù troet e galleg. Ul levr hag ur bladenn arc'hant a zo, gantañ o tibuniñ e varzhonegoù e brezhoneg.
[kemmañ] Pladennoù
- Kest al lec'h (kasedig), (1990)
- Eured an diaoul, An Naer Produksion, (2002)
Klaskit Storlok ivez.
[kemmañ] Liammoù diavaez
- Atersadenn gant Bernez Tangi war gKaouenn.net[1]
- Des poèmes à lire et à écouter
- Interview à la radio