Berengaria Navarra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Berengaria Navarra , pe Berenguela e spagnoleg (1163-1230), a oa merc'h henañ Sancho VI, roue Navarra, lesanvet « ar Fur », hag e wreg Sancha Kastilha. Merc'h-vihan e oa da Alfonso VII Leon ha Berenguela Barcelona.
[kemmañ] He dimeziñ
Dimeziñ a reas da Richarzh Iañ Kalon-leon e 1191. Rouanez Bro-Saoz e oa, met gwech ebet ne lakaas he zroad er vro-se.
Ne ouzer ket gwall dra diwar-benn he buhez. Marteze en em gavas gant Richarzh , meur a vloaz a-raok an eured, ha skrivet ez eus bet gant tud hec'h amzer e oant hoalet an eil gant egile. En XXvet kantved avat ez eus bet istorourien o kontañ e oa troet Richarzh gant breur bengaria kentoc'h, an danvez roue Sancho VII.
[kemmañ] Liammoù diavaez
[kemmañ] Levrioù
- Jean Favier, Les Plantagenêts. Origine et destin d'un empire, éd. Fayard, Paris, 2004.
- Martin Aurell, L'empire des Plantagenêt, 1154-1224, éd. Perrin, coll. Tempus, 2003.
- François Lebrun, Histoire des Pays de Loire, éd. Privas, coll. Univers de la France, 1972. Abaoe 1972 eta e vez klasket brudañ ar broioù-se.