Amália Rodrigues
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Amália da Piedade Rebordão Rodrigues (Lisboa, 23 Gouere pe 1añ Gouere 1920 — Lisboa, 6 Here 1999) a oa ur ganourez fado hag un aktorez eus Portugal. Sellet e vez outi evel ar vrasañ kanourez fado bet biskoazh. A-drugarez dezhi eo bet brudet ar fado er bed-holl. Douaret eo e Panteon broadel Portugal e-touez harozed veur Portugal.
Anavezet e oa gant an holl evel Rouanez ar Fado anezhañ unan eus stiloù aroueziusañ hag heverkañ sonerezh hengounel ha broadel Portugal. Dre se ez eus bet c'hoariet gant Amália Rodrigues ur rol dibar e sevenadur Portugal. Sellet e veze outi gant kalz a dud evel unan eus kannaded wellañ Portugal en estrenvro. Perzh he deus kemeret Amália e abadennoù skinwel niverus dre ar bed ma kane fado ha tonioù all eus sonerezh hengounel Portugal. Kanet he deus tonioù estren ivez evel, da skouer, sonerezh spagnol.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
[kemmañ] Bugaleaj
Merc'h uvel ur botaouer a oa aet da glask e vara da Lisboa e oa Amália da Piedade Rodrigues. Ur familh pevar a vugale e oa. Ganet e voe da bemp eur d'an 23 a viz Gouere 1920 er straed Martim Vaz, na freguesia lisboeta da Pena. Amália avat a c'houlenne e vije lidet he deiz-ha-bloaz d'ar 1añ a viz Gouere ("no tempo das cerejas" - "da goulz ar c'herez"), emezi : talvez por ser essa a altura do mês em que havia dinheiro para me comprarem os presentes - marteze peogwir e oa hennezh ar mare eus ar miz ma oa un tamm arc'hant er gêr evit gellout profañ din un draig bennak. Pevarzek miz war-lerc'h, dilabour atav, e tiviz he zad distreiñ da Fundão met Amália a chom gant he zud-kozh er gêr-benn.
[kemmañ] Pladennaoueg
- Perseguição (1945)
- Tendinha (1945)
- Fado do Ciúme (1945)
- Ai Mouraria (1945)
- Maria da Cruz (1945)
- Ai Mouraria, 1951/52
- Sabe-se Lá, 1951/52
- Novo Fado da Severa (1953)
- Uma Casa Portuguesa (1953)
- Primavera (1954)
- Tudo Isto é Fado (1955)
- Foi Deus (1956)
- Amália no Olympia (1957)
- Povo que Lavas no Rio (1963)
- Estranha Forma de Vida (1964)
- Amália Canta Luís de Camões (1965)
- Formiga Bossa Nossa (1969)
- Amália e Vinicius (1970)
- Com que Voz (1970)
- Fado Português (1970)
- Oiça Lá ó Senhor Vinho (1971)
- Amália no Japão (1971)
- Cheira a Lisboa (1972)
- Amália no Canecão (1976)
- Cantigas da Boa Gente (1976)
- Lágrima (1983)
- Amália na Broadway (1984)
- O Melhor de Amália - Estranha Forma de Vida (1985)
- O Melhor de Amália volume 2 - Tudo Isto é Fado (1985)
- Obsessão (1990)
- Abbey Road 1952 (1992)
- Segredo (1997)
[kemmañ] Liammoù diavaez
- (pt) Amalia.com
- (pt) Amália Rodrigues war Mouezhioù merc'hed Portugal
- (pt) Amália no Sapo.pt
- (pt) Amália war ar bajenn Vidas Lusófonas
- (pt) Amália Rodrigues - Povo Que Lavas No Rio - 1961 - RTP (en YouTube)
- (pt) Amália Rodrigues