Akiba Rubinstein
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Akiba Kiwelowicz Rubinstein a zo bet ganet d'an 12 a viz Kerzu 1882 e Stawiski (Polonia) ha marvet d'ar 15 a viz Meurzh 1961 e Brusel, (Belgia).
Mestrc'hoarier echedoù poloniat.
[kemmañ] Degasadennoù
Rubinstein a voe unan ag a re gentañ o soñjal en dibenn a-raok dibab un digoradenn.
Gantañ e voe krouet er bartienn Rubinstein - Tarrasch (1912) an Doare Rubinstein da respont ouzh an Difenn Siegbert Tarrasch e Garadenn Nac'het ar Rouanez:
1.d4 d5
2.Mf3 c5
3.c4 e6
4.cxd5 exd5
5.Mc3 Mc6
6.g3 Mf6
7.Fg2 cxd4
8.Mxd4 Db6 .
Gantañ c'hoazh e voe krouet ar C'hemm Meran, savet diwar Garadenn Nac'het ar Rouanez hag a gas da Garadenn Asantet ar Rouanez.
Menegomp ivez:
- an Dagadenn Rubinstein:
1 d4 d5
2 c4 e6
3 Mc3 Mf6
4 Fg5 Fe7
5 e3 0-0
6 Mf3 Mbd7
7 Dc2.
- ar C'hemm Rubinstein en Difenn Gall:
1 e4 e6
2 d4 d5
3 Mc3 (pe 3 Md2)
dxe4 4 Mxe4.
- ar C'hemm Rubinstein en Nimzo-Indian hag a blij kalz c'hoazh:
1.d4 Mf6
2.c4 e6
3.Mc3 Fb4
4.e3.
[kemmañ] Levr diwar e benn
- Hans Kmoch, Rubinstein Gewinnt!, Vienna, 1933 .