Star Trek (heuliadenn orin)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad |
Skiant-faltazi |
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ |
Jules Verne-George Orwell
H.G. Wells-Arthur C. Clarke |
Anthony Burgess-A. E. van Vogt
H. P. Lovecraft-Aldous Huxley Ray Bradbury-René Barjavel Michael Crichton-Dan Simmons |
Bed ar skiant-faltazi |
Skrivagnerien - An SF er BT |
An SF er Sinema |
Temoù an SF |
Rummad:Skiant-faltazi |
“Star Trek” (heuliadenn orin) - pe "Star Trek Klasel" - zo un heuliadenn skinwel skiant-faltazi eus Stadoù Unanet, krouet gant Gene Rodenberry. 79 pennad zo bet skignet etre an 8 a viz Gwengolo 1966 hag an 2 a viz Gwengolo 1969, war ar chadenn NBC.
Aventurioù an egorlestr “Enterprise” - d'ar c'hKevread ar Planedennoù Unanet – en un 23de kantved utopia, zo diskrivet gant an heuliadenn-mañ.
James T. Kirk (William Shatner) eo kabiten al lestr, sikouret gant an ofiser kentañ Spock (Leonard Nimoy) – un ezdouarad eus planedenn Vulkan – ha medisin Leonard McCoy (DeForest Kelley).
Pal an akipaj zo lavaret gant William Shatner e penn bep degouezh :
“Egor, an harz diwezhañ. Setu aze beajoù an egorlestr Enterprise. Ur c’hefridi pemp bloavezh zo dezhañ : ergerzhet bedoù nevez iskis, klask traoù bev ha sevenadurioù nevez, ha mont hardizh da lec’hioù ma n’eus bet den ebet a-raok.”
(Selaouit ar frazenn e saozneg)
Paouezet ez eus bet gant an heuliadenn goude 3 bloavezh, peogwir ne rae ket trawalc’h a verzh. Koulskoude, goude bezañ bet adskignet war chadennoù rannvroel, eo bet brudetoc’h-brudetañ an heuliadenn, ken ma zo bet krouet meur a film hag heuliadenn all diwar ar “Star Trek” a-orin.