Skiant-faltazi
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
rummad Skiant-faltazi – Gwelit ar pennadoù hag an is-rummadoù diwar-benn ar skiant-faltazi. |
Ar skiant-faltazi a zo da gentañ-penn ul lennegezh, brudet gant an naonedad Jules Verne hag ar saoz H.G. Wells dreist-holl, daoust ma c'haller kavout skridoù all koshoc'h en istor.
Diazezet eo hanter war ar skiant ha hanter war ar faltazi.
- War ar skiant, peogwir e kemer alies harp war an araokaat skiantel, (hini an amzer-vremañ pe hini un amzer da zont damhunvreet) evit kontañ istorioù a bep seurt, evel beajoù en egor pe en amzer,
- War ar faltazi peogwir ne c'hall ket ar skrivagner fougeal e oar gwelloc'h eget nikun petra a c'hoarvezo, ha ne vez ket gwall skiantel an istorioù atav, pa vez kaoz eus brezelioù war ar blanedenn Veurzh lakaomp e romantoù Edgar Rice Burroughs.
Gwellañ perzh ar skiant-faltazi eo reiñ frankiz da ijin ar skrivagner, ar gwashañ eo distagañ an dud eus ar gwirvoud. Ar perzhioù mat ha fall-se a vez kavet gant meur a hini ivez er c'hoarioù elektronek, en drammoù, pe er Genrouedad.