Dan Simmons
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ar rummad |
Skiant-faltazi |
Skrivagnerien Skiant-faltazi pennañ |
Jules Verne-George Orwell
H.G. Wells-Arthur C. Clarke |
Anthony Burgess-A. E. van Vogt
H. P. Lovecraft-Aldous Huxley Ray Bradbury-René Barjavel Michael Crichton-Dan Simmons |
Bed ar skiant-faltazi |
Skrivagnerien - An SF er BT |
An SF er Sinema |
Temoù an SF |
Rummad:Skiant-faltazi |
Dan Simmons a zo ur skrivagner amerikan en deus skrivet istorioù skiant-faltazi ha levrioù spont dreist-holl. Ganet eo bet d'ar 4 a viz Ebrel 1948 e Peoria, en Illinois. Embannet eo bet e levrioù e 27 bro. Anavezet eo dreist-holl evit kelc'hiad Hiperion ha kelc'hiad Ilium.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
Simmons en deus bet ur "B.A." e saozneg digant ar Wabash College e 1970, hag, e 1971, ur "Masters" war an deskadurezh er skol-veur Washington e Sant Louis, e Missouri. Bet eo o labourat er c'hentañ derez betek 1989.
Kregiñ a reas abred da skrivañ istorioù berr, daoust ma ne loc'has ket e esped da vat kent 1982, pa oa embannet e istor berr, "The River Styx Runs Upstream", gant sikour Harlan Ellison, ha pa oa gounezet gantañ ar priz kentañ en ur genstrivadeg istorioù aozet gant ur gelaouenn skiant-faltazi ha spont. E romant kentañ, Song of Kali, a oa embannet e 1985.
Emañ bremañ o chom e Longmont, nepell diouzh Denver (C'holorado), asambles gant e wreg Karen hag e verc'h. Al lec'h a blij dezhañ ar muiañ evit skrivañ eo e eilti er menezioù, e Windwalker, e su park broadel Rocky Mountain. Dan Simmons en deus staliet dirak e eilti un delwen eus ar "Shrike", savet gant e vignon ha studier kent Clee Richeson. Ur poltred anezhañ a c'haller gwelet war lec'hienn ofisiel Dan Simmons.
Resevet en deus ar priz Hugo evit e romantoù Hyperion ha The Fall of Hyperion, a ya d'ober Kelc'hiad Hyperion, asambles gant Endymion ha The Rise of Endymion. Gounezet en deus ivez ar priz Locus evit kelc'hiad Ilium hag Olimpos.
[kemmañ] Levrlennadurezh
[kemmañ] Kelc'hiad Hiperion
- Hyperion (1989) - Hugo Award 1990, Locus Award 1990
- The Fall of Hyperion 1990 (Drouziwezh Hiperion)
- Endymion (1996)
- The Rise of Endymion, 1997 (Dihun Endimion)
[kemmañ] Ilium
[kemmañ] Levrioù all
- Song of Kali, 1985) - World Fantasy Award 1986
- Carrion Comfort, 1989
- Phases of Gravity 1989
- The Summer of Night, 1991
- Children of the Night, 1992 - Locus Award 1993 (Skrid euzh)
- The Hollow Man, 1992
- Lovedeath, 1993
- Fires of Eden, 1994
- Le Styx coule à l'envers, 1997 (Dastumadenn embannet e Bro-C'hall)
- The Crook Factory, 1999
- Darwin's Blade, 2000
- Hardcase, 2001
- Hard Freeze 2002
- Hard as Nails 2003
[kemmañ] Liammoù diavaez
|
|