Web - Amazon

We provide Linux to the World

ON AMAZON:


We support WINRAR [What is this] - [Download .exe file(s) for Windows]

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
SITEMAP
Audiobooks by Valerio Di Stefano: Single Download - Complete Download [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Alphabetical Download  [TAR] [WIM] [ZIP] [RAR] - Download Instructions

Make a donation: IBAN: IT36M0708677020000000008016 - BIC/SWIFT:  ICRAITRRU60 - VALERIO DI STEFANO or
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Norseg - Wikipedia

Norseg

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

An takad ma veze komzet norseg ha yezhoù kar en Xvet kantved. Takad norseg ar c’hornôg zo livet e ruz, takad norseg ar reter zo livet en orañjez. E roz emañ takad norseg Gotland hag e gwer takad ar yezhoù germanek all.
An takad ma veze komzet norseg ha yezhoù kar en Xvet kantved. Takad norseg ar c’hornôg zo livet e ruz, takad norseg ar reter zo livet en orañjez. E roz emañ takad norseg Gotland hag e gwer takad ar yezhoù germanek all.

Ur yezh c’hermanek e oa an norseg. Kaozeet e veze e Skandinavia hag er broioù all bet aloubet gant ar Vikinged, betek ar XIVvet kantved.

Anavezet eo ganeomp gant testennoù eus Island dreist-holl (ar sagaoù), da lavaret eo ez eo norseg ar c’hornôg, komzet dreist-holl en Island hag e Norvegia, a anavezer ar gwellañ.

Gouzout a reomp evelkent e oa ivez ur rannyezh all, norseg ar reter, kaozeet dreist-holl e Danmark ha Sveden. Ouzhpenn-se e ra ar yezhoniourien un trede rannyezh a-wechoù gant norseg enez Gotland, an hini a anavezer an nebeutañ.

Taolenn

[kemmañ] Istor

Ar runoù koshañ a vije skrivet e norseg a sav d’ar bloavezh 700 pe war-dro. Mare klasel an norseg a lakaer en XIIvet ha XIIIvet kantved. D’ar mare-se e voe skrivet an darn vrasañ eus sagaoù Island, ken brudet. Betek an XIIIvet kantved e c’helle komzerien ar rannyezhoù-se en em gompren etrezo : ur yezh hepken e oa evito, anvet ganto dansk tunga (er reter) pe dönsk tunga (er c’hornôg), ar pezh a dalvez "yezh danek".

Goude se ez eas ar yezh war an diskar, war ar c’hevandir. Tamm-ha-tamm ne oa mui an norseg nemet yezh al lenneien, dreist-holl menec’h. E Norvegia e varvas kalz anezho gant ar vosenn goude 1370. Ar yezh komzet a oa aet war eeunaat. Deuet e oa da vezañ disheñvel e Danmark, e Sveden hag e Norvegia. Ar c’hrennnorvegeg a veze skrivet alies gant tud deuet eus Danmark pe Sveden. En Island e chomas digemm a-walc’h an norseg betek 1500 pe war-dro. Goude se e komzer eus an islandeg. Koulskoude eo chomet tost an islandeg modern d’ar yezh-vamm, tost a-walc’h evit ma c’hellfe Islandiz kompren ar sagaoù.

Betek 1150 pe war-dro e veze skrivet an norseg gant lizherennegoù runek. Ur wech ma voe kristenaet e gomzerien, e rejont gant al lizherenneg latin. Dalc’het e voe d’ober gant ar runoù evit enskrivadurioù berr e-pad ur pennad c’hoazh, koulskoude.

[kemmañ] Emled

Heñvel e oa henyezh Norvegia ha hini Island, norseg ar c’hornôg. Ar yezh-se en em ledas en trevadennoù savet gant Vikinged deuet eus Norvegia, en Inizi Faero, e Greunland, en Enez Vanav pe war aodoù Bro-Skos. Graet e veze gant norseg ar reter e Danmark, e Sveden hag en trevadennoù savet e Rusia, Bro-Saoz ha Normandi. Rannyezh Gotland a veze kaozeet war enez Gotland hag e trevadennoù zo er reter. En XIvet kantved e oa an norseg ur yezh a veze komzet war un dachenn ec’hon, eus Vinland, en Amerika, er c’hornôg betek ar stêr Volga er reter. Mont a reas da get e Rusia en XIIIvet kantved.

[kemmañ] Diskennidi an norseg

Tamm-ha-tamm en em rannas an norseg da vont d’ober meur a yezh, ar yezhoù skandinavek, evel an islandeg, ar faeroeg, an norvegeg (en e zoare nynorsk dreist-holl) hag an norneg, ur yezh varv a veze kaozeet en Inizi Orc’h hag en Inizi Shetland, diouzh un tu, hag an daneg hag ar svedeg diouzh un tu all. Gwall levezonet eo bet an norvegeg a-hed ar c’hantvedoù gant yezhoù skandinavek ar reter.

E-touez ar yezhoù skandinavek ez eo an islandeg hag ar faeroeg ar re o deus cheñchet an nebeutañ e-keñver an norseg. Kalzik a levezon en deus bet an norseg ivez war yezhoù all, evel ar saozneg pe ar skoteg.

Yezhoù all c’hoazh, ha ne oant ket kar d’ar yezhoù skandinavek, o deus amprestet un nebeud gerioù diganto, evel gouezeleg Skos, ar rusianeg pe ar finneg. Ur ger bennak e brezhoneg, evel stur da skouer, a c’hellfe bezañ bet amprestet digant an norseg ivez.

[kemmañ] Traoù all

Kinniget o deus tud zo sevel ur Wikipedia e norseg. Sell ouzh meta:Requests_for_new_languages.

[kemmañ] Liammoù diavaez

Static Wikipedia 2008 (March - no images)

aa - ab - als - am - an - ang - ar - arc - as - bar - bat_smg - bi - bug - bxr - cho - co - cr - csb - cv - cy - eo - es - et - eu - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - frp - fur - fy - ga - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - jbo - jv - ka - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - ms - mt - mus - my - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nn - -

Static Wikipedia 2007 (no images)

aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -
https://www.classicistranieri.it - https://www.ebooksgratis.com - https://www.gutenbergaustralia.com - https://www.englishwikipedia.com - https://www.wikipediazim.com - https://www.wikisourcezim.com - https://www.projectgutenberg.net - https://www.projectgutenberg.es - https://www.radioascolto.com - https://www.debitoformativo.it - https://www.wikipediaforschools.org - https://www.projectgutenbergzim.com