Kroaz ar Su
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Kroaz ar Su zo ur steredeg eus an hanterzouar su? An hini vihanañ eus an holl steredegoù eo.
Talvoudus eo Kroaz ar Su evit kabout pennahel su an oabl. En hanterzouar su, Ppa n'eus ket ur steredenn henvel ouzh Sterenn an hanterzouar norzh (α Ursae Minoris) (σ Oktant eo an hini dostañ d'ar pennahel, met n'eo ket skedus a-walc'h evit bezañ talvoudus) e vez implijet div steredenn eus Kroaz ar Su evit kavout anezhañ : pa heulier al linenn etre Akruks (α) ha Gakruks (γ) war-hed 4,5 gwezh al lec'hed zo etre an div steredenn, (da lâret eo ~25° e Su Akrux) e kaver ur poent tost eus Su an oabl.
Gallout a reer ivez tresañ ul linenn etre α Centauri hag α Cir. E lec'h ma kroaz an eeunenn-se ha an hini deskrivet kent emañ Su an oabl.
[kemmañ] Istor
Abalamour ma tro ahel an douar e veze gwelet Kroaz ar Su diouzh ar Mor Kreizdouar da vare an Henamzer. Koulskoude, ar steredenourien c'hresian a selle ouzh ar stered-se evel ouzh ul lodenn eus Steredeg an den-marc'h.
Lakaet e vez krouidigezh Kroaz ar Su, evel ur steredeg disheñvel, war gont Augustin Royer e 1679. Anavezet eo dindan ar stumm se abaoe pell a-raok koulskoude.
Kroaz ar Su - dre enebadur ouzh « Kroaz an Norzh », da lâret eo steredeg an Alarc'h - zo bremañ unan eus ar steredegoù ar muiañ anavezet eus an hanterzouar su hag e weler he femp steredenn skedusañ war bannieloù Aostralia, Brazil, Papoua-Gwinea-Nevez hag an inizi Samoa. Mankout a ra hepken ar steredenn ε war banniel Zeland-Nevez.