Kanol Suez
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Emañ Kanol Suez (arabeg: قناة السويس, Qanā al-Suways) en Egipt, e kornôg Ledenez Sinai. Kleuziet eo bet evit digeriñ un hent d'al listri etre Porzh Said (Būr Sa'īd) war vord ar Mor Kreizdouar ha Suez (al-Suways) war ar Mor ruz. 163 km hed a zo gantañ gant div lodenn, unan e Hanternoz al Lenn c'hwerv veur hag an eil er Su betek pleg-mor Suez.
Ledan a-walc'h eo evit daou lestr-samm da vont a bep tu ha kleuziet eo bet e diwezh an XIXvet kantved evit ma chomfe al listri hep merdeiñ tro-dro da Afrika a-bezh ha kinnig d'an dezougerezh war vor un hent berroc'h etre Europa hag Azia. A-raok e veze dezouget ar varc'hadourezh war douar eus an eil mor d'egile.
[kemmañ] Istor
[kemmañ] Henamzer
Ur ganol kornôg-reter a zo bet kleuziet gant ar Faraon Senousret III (XIIvet tierniezh - war-dro 1850 kent Jezuz-krist) eus ar stêr Nil betek Suez.