Avareg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur yezh kaokazek ar biz an avareg (diwar Авар МацӀ pe магӀарул мацӀ) komzet gant tro-dro da 650.000 den e Dagestan (Rusia) hag Azerbaidjan dreist-holl.
Unan eus 14 yezh ofisiel Dagestan an hini eo ma talvez ya yezh voutin (pe lingua franca)
Daou vloc'had rannyezhel ez eus:
- Rannyezhoù an norzh:
- C'hounzac'heg (khunzakh)
- Kazbekeg (kazbek)
- Gounzibeg (gunib)
- Goumbeteg (gumbet)
- Rannyezhoù ar su:
- Andalaleg (andalal)
- Gidatlyeg (gidatl')
- Antsouc'heg (antsukh)
- Tcharodeg (charoda)
- Tlyarateg (tlyarata)
- Koumadeg (cumada)
- Kounteg (cunta)
Adal ar XVvet kantved e veze skrivet an avareg gant ar skritur georgek betek ar XVIIvet Kantved pa voe bet kroget da implijout al lizherenneg arabek anvet skritur adjamek. Dindan beli an ez-Unaniezh Soviedel evoe bet kroget d'ober da gentañ gant al lizherenneg latin e 1928, bet kemeret he flas gant al lizherenneg kirillek e 1938 hag a vez implijet peurliesañ hiziv c'hoazh.