Arminius
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arminius (16 a-raok JK - 21 goude JK.), pe Hermann der Cherusker en alamaneg, a oa ur penn-brezel eus pobl ar Cherusked. Mab e oa da Segimerus, penn ar meuriad.
Kaset e voe da Roma ez-vihan evel gouestlad. Distreiñ a reas da C'hermania evel kuzulier ar jeneral roman Varus, met lakaat a reas ar bobl da sevel a-enep ar Romaned.
Gant e arme e tistrujas al lejionoù roman en emgann Teutoburg.
Marteze e kaver roud eus Arminius hag e drec'h e mojenn Siegfried, haroz an Nibelungen.