Orhan Pamuk
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ferit Orhan Pamuk (ganet d'an7 a viz Mezheven 1952 e Istanbul) a zo ur romantour turk, unan eus ar brudetañ er bed hag a zo bet roet Priz Nobel al lennegezh e miz Here 2006.
Evel skrivagner, Orhan Pamuk a zo priziet a-gozh en e vro hag troet eo bet e romantoù e 40 yezh d'an nebeutañ. Koulskoude ez eus bet tabutoù war e benn e 2005 e-keñver gouennlazh an Armenianed e 1915 p'eo bet tamallet dezhañ displegañ an dra en un doare a c'hellfe bezañ "kontrol d'an idantelezh turk". Didamallet eo bet erfin.
Priziet eo evel ur romantour postmodern hag e levrioù o deus tapet muioc'h-muiañ a lennerien.
Taolenn |
[kemmañ] Buhez
P'eo bet desavet en ur familh a rae war-dro ar greanterezh e kont traoù war e vuhez e-barzh daou romant (Al levr du ha Cevdet hag e vibien) koulz hag en e vuhez-skrid, Istanbul. Graet en deus studioù e Skolaj Robert e Istanbul hag e Skol-Veur kalvezel Istanbul e-lec'h m'en deus studiet ar savouriezh. Goude-se e yeas da Ensavadur ar Gelaouennerezh hag e grogas gant ar skriverezh.
Eus 1985 betek 1988 eo bet kelenner kouviet e Skol-Veur Columbia e New-York hag e Skol-Veur Iowa. Goude bezann bet o chom e Istanbul e yeas da Skol-veur Columbia en-dro e 2006.
Dimeziñ a reas gant Aylin Turegen e 1982, met torret eo bet an dimez e 2001. Ur verc'h o deus, Rüya hec'h anv (huñvre). Breur henañ ar skrivagner, Şevket Pamuk, a zo ur c'helenner skolveuriat brudet a-walc'h. Kemeret eo bet un wech an amzer evel un dudenn e oberenn Pamuk.
[kemmañ] Oberenn
[kemmañ] Embannadurioù turkek
- Cevdet Bey ve Oğulları (Cevdet Bey hag e vibien), romant, Istanbul: Karacan Yayınları, 1982
- Sessiz Ev (An ti didrouz) , romant, Istanbul: Can Yayınları, 1983
- Beyaz Kale (Ar c'hastell gwenn), romant, Istanbul: Can Yayınları, 1985
- Kara Kitap (Al Levr du), romant, Istanbul: Can Yayınları, 1990
- Gizli Yuz (Dremm koachet), senario, Istanbul: Can Yayınları, 1992 [1]
- Yeni Hayat (Ar vuhez nevez), romant, Istanbul: İletişim Yayınları, 1995
- Benim Adım Kırmızı (Ruz eo ma anv), romant, Istanbul: İletişim Yayınları, 1998
- Öteki Renkler (Al livioù all), arnodskrid, Istanbul: İletişim Yayınları, 1999
- Kar (Erc'h), romant, Istanbul: İletişim Yayınları, 2002
- İstanbul: Hatıralar ve Şehir (Istanbul: Eñvorennoù ha keoded), eñvorskrid, Istanbul: Yapı Kredi Yayınları, 2003
[kemmañ] Garedonoù
- 1979 Kenloread kenstrivadeg romantoù Milliyet Press (Turkia) evit ar romant Karanlık ve Işık
- 1983 Priz ar romantoù Orhan Kemal (Turkia) evit ar romant Cevdet Bey ve Oğulları
- 1984 Priz ar romantoù Madarali (Turkey) evit ar romant Sessiz Ev
- 1990 Independent Foreign Fiction Prize (Rouantelezh Unanet) evit ar romant Beyaz Kale
- 1991 Prix de la Découverte Européenne (Bro-C'hall) evit embannadenn c'hallek Sessiz Ev: La Maison de Silence
- 2002 Prix du meilleur livre étranger (France) evit ar romant My Name Is Red
- 2002 Premio Grinzane Cavour (Italia) evit ar romant My Name Is Red
- 2003 International IMPAC Dublin Literary Award (Bro-Iwerzhon) evit ar romant Ruz eo ma anv
- 2005 Priz ar Peoc'h Peace e Foar alaman kenwerzh al levrioù (Alamagn)
- 2005 Prix Medicis Etranger (Bro-C'hall) evit ar romant Neige (Erc'h)
- 2006 Priz Nobel al Lennegezh (Sveden)