Gwarellegezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Gwarellegezh a zo ur fenomenn studiet er fizik ha drezañ e weler dafaroù o tesach pe o tiboulzañ dafaroù all. Un nerzh desachañ pe un nerzh diboulzañ a zo un nerzh gwarellek (diwar gwarell, anv an dafaroù o deus ar barregezhioù-se). Komzet e vez eus an nerzh magnetek ivez. Bez ez eus dafaroù anavezet evit fardañ gwarelloù mat pa diskouezont aes-tre o barregezhioù gwarellek : an houarn, diroù'zo hag ur c'hailh anvet ar magnetid. Evit gwir an holl dafaroù a zo dindan levezon ur park gwarellek, met ret eo implij ardivinkoù arbennik evit e dedektiñ.
An nerzhioù gwarellek a zo nerzhioù diazez ar bed fizik hag eo dilec'hiañ ar c'harg tredanel a zo o abeg. Dre kevatalennoù Maxwell e vez deskrivet abegoù ha diorren ar parkoù m'eo renet an nerzhioù-se ganto. (Sell ivez ouz Lezenn Biot-Savart). En berr e teu ar gwarellegezh diwar fiñvadurioù ar rannigoù karget a dredan. P'en em laka an elektronoù da fiñval e korf un red tredan e teu fenomenn an elektromagnetegezh : dont a ra eus fiñvadur orbital ha mekanikel-kwantikel an elektronoù en-dro da galonenn atomek, heñvel ouzh troial ar planedennoù en-dro d'an Heol.