Feiz
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar feiz eo kredenn an dud en un doue bennak, en ur relijion, pe en ur gelennadurezh.
Komz a reer eus feiz kristen, ha mervel a rae ar verzherien gristen evit o feiz.
[kemmañ] Estlamadelloù
Diwar ar ster relijiel eo tremenet ar ger er yezh pemdez, ha meur a estlamadell zo bet savet diwarni:
- Feiz! Feiz ya! Feiz nann!
- Feiz d'am Doue (Fidamdoue)
[kemmañ] E yezhoù all
En un nebeud yezhoù e kaver anvioù-lec'hioù savet diwar anv ur santez roman, Fides e latin:
- Sainte Foy, e galleg
- Santa Fe, e spagnoleg.
Deuet eo ar ger da vezañ un anv-badez e saozneg: Faith.