Trochilidae
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
Kolibried gant Ernst Haeckel e 1904
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Riezad : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Aves | ||||
Urzhiad : | Apodiformes | ||||
Kerentiad : | Trochilidae | ||||
Anv skiantel | |||||
Trochilidae Vigors, 1825 |
|||||
|
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Kerentiad an Trochilidae zo enni 328 spesad kolibried pe evned-kelien. Evned bihan pe munut ez int (adalek 5 pe 22 cm ; betek 35 cm evit spesadoù zo pluñv hir ouzh o lost). Luskañ a reont o eskell buan-kenañ : 15 pe 80 gwezh dre eilenn. Pluñv, dezhe adskedoù amliv, o deus, ha kalz dioute zo livet pluñv o gouzoug pe gorre o fenn gant livioù flamm. Cheñch a ra kalz neuz o figos moan hervez ar spesadoù : gallout a ra bezañ berr pe hir-kenañ, eeun pe kamm-mat. Munut-kenañ eo ar pavioù. Kouskediñ a ra ar c’holibried e-doug an noz kuit da goll energiezh.
Kavout a reer kolibried e lodenn vrasañ Amerika an norzh hag en Amerika ar su. N’eus ken er C’hanada na c’haller ket kavout anezhe e lodenn vrasañ ar vro. Niverus-kenañ ez int en takad neveztrovanel. Bevañ a reont e metoù disheñvel, e kement lec’h ma kresk ar plant a c’hall pourchas nektar dezhe, adalek live ar morioù betek 5 000 m uhelder. Kalz brasoc’h eo o liested en toleadoù ismeneziek .
Bihanañ evned ar bed eo kolibried Elena (Mellisuga helenae) a gaver e Kuba. Ne greskont ket en tu all da 2,5 cm evit war-dro daou c'hramm.
Gallout a rafed gwelet ur c’holibri e linennoù Nazka
[kemmañ] Gwelet ivez
- Roll spesadoù iskerentiad ar Phaethornithinae
- Roll spesadoù iskerentiad an Trochilinae