Timbroù Holkar
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Unan eus Stadoù-priñselezh India e oa Holkar da vare mestroniezh ar vro-se gant ar Rouantelezh-Unanet. Emañ an tiriad e kreiz India, etre stadoù Dhar, Bhopal ha Bundi. Emañ bremañ e stad Madhya an Unvaniezh Indian.
Gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet betek ma tiwan an India dieub, an Holkar en deus embannet un nebeut timbroù etre 1886 ha dibenn an eil Brezel-bed evit bezañ implijet er vro hepken. Skeudennaouiñ a reont an holl pe dost, penn-meur ar vro ar c’houlzad, ar Maharajah Tukoji Rao II (1886), Shivaji Rao (1889) pe Yeshwan Rao II (1929).
War-bouez ar rummad diwezhañ, an alc’hwez HOLKAR STATE a lenner war an timbroù. Ar rummad savet e 1942-48 zo heñvel e stumm ouzh ar re all, met INDORE STATE POSTAGE zo da lenn.