Timbroù Bamra
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Unan eus Stadoù-priñselezh India e oa Bamra da vare mestroniezh ar vro-se gant ar Rouantelezh-Unanet. Emañ an tiriad e reter an Unvaniezh Indian, e Stad Orissa bremañ.
Gwarezet gant ar Rouantelezh-Unanet e-pad an XIXvet kantved, Bamra en deus embannet un nebeut timbroù etre 1889 ha 1891 evit bezañ implijet er vro hepken.
Timbroù eeun int, un tamm paper karrezek gant ar meneg BAMRA Postage e saozneg hag en oriyeg. Timbroù gant ur meneg fazius a c’heller dizoloeiñ, da skouer « Ecudatory » pe “Foundatory” e-lec’h « Feudatory », pe “BAMBA” e-lec’h “BAMRA”.
Timbroù kemedel ("Paper stamps") zo bet embannet ivez, poltred ar Rajah warno, betek deroù an XXvet kantved.
[kemmañ] Liamm
Pennad diwar-benn timbroù kemedel Bamra (e saozneg) : [Mont di]