Leonhard Euler
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Leonhard Euler a oa ur matematikour hag ur fizikour a Vro-Suis, ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1707 ha marvet d'an 18 a viz Gwengolo 1783. E-touez ar vatematikourien produusañ a zo bet war ar Voull Zouar eo Euler. Renet en deus war ar matematikoù e-kerzh an XVIIIvet kantved ha diorroet en deus kalz an dielfennadur nevez. Produiñ a reas an hanter eus e oberenn hag eus e labour e-pad seitek bloavez diwezhañ e vuhez, pa oa aet dall.
[kemmañ] E vuhez
Ganet e oa e 1707, e Bâle (Bro Suis). Eno e studias ar matematik hag en doe Jean Bernouilli da gelenner. Galvet e voe e 1727 gant Catherine II a Rusia hag e voe kelenner war ar matematik e St-Petersbourg. E 1741 e teuas da vevañ e Berlin, da heul e tistroas da St-Petersbourg betek e varv.
Ezel e oa eus Akademiezh St-Petersbourg, eus hini Berlin, kenlabourer da Akademiezh C'hall ar skiantoù, paet e voe gant Rusia. Talvoudus kenañ eo bet e labour evit ar matematikoù, dreist-holl evit ar jedoniezh diferañsiel hag integrel, lakaat a reas e pleustr an dielfennañ d'ar vekanikerezh, d'ar sevel bagoù, anataat a reas meur a deorem kinniget gant Per a Fermat.
Cheu a voe etre Euler hag a Alembert, ur c'hevezer dezhañ war ar skiantoù, ha ne seblant ket bezañ bet ar gwir eus tu Euler.
E touez e benn skridoù ez eus:
- Mekanikerezh dispaket dre an dielfennañ, St-Petersbourg, 1736;
- Ambrougadur da zielfennadur an anfin, lausanne, 1748;
- Skiantoù morel;
- Ensavadurioù ar jedoniezh diferañsiel;
- Ensavadurioù ar jedoniezh integrel, 1768;
- Lizher d'ur briñsez a Alamagn diwar benn un nebeut sujedoù fizik ha prederouriezh' (Priñsez Anhalt-Dessau, nizez roue Prus), skrivet en galleg eus 1761 da 1762, embannete teir levrenn e 1768. En oberenn-mañ e oa kaoz eus fizik, metafizik ha lojik. Adembannet e voe meur a wech, e Paris, da skouer gant Nikolas a g/Condorcet e 1787 hag a dennas ar pennadoù enep prederour. Adembannet e voe ivez e 1812, e 1842 hag e 1843.
Trizek bugel en doe Euler, eizh anezho a varvas ez yaouank, ar re all az eas da heul labour o zad.