Wikipedia:Kumuniezh/Chom neptu
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Skrivet eo e pennreolennoù ar Wikipedia: chom neptu a ranker pa saver pennadoù. Hervez Jimbo Wales, an den en deus diazezet ar Wikipedia, diharz ha divreutaus eo pennreolenn ar chom neptu (pe neptuegezh). [1].
Taolenn |
[kemmañ] Digoradur
Embann a ra pennreolenn ar chom neptu e tle ar pennadoù diskouez an holl savboentoù gant doujañs ha hep barn a-dreuz.
Dre dreuzintent e c'hoarvez da bennadoù zo bezañ savet gant ur savboent hepken enno, pa gav d'ar skridaozer ez int gwirionez. Ha koulskoude ec'h embanner er pennreolennoù e tleer diskouez gant doujañs mennozhioù pep kostezenn, en un tabut pe un dael, hep silañ e spered an dud e c'hellfe bezañ ar gwir gant un tu hepken. Kement-se a zo prizius kenañ evit ma vo ar Wikipedia un oberenn eus ar c'haerañ.
Ret eo kaout skiant-prenet evit sevel pennadoù neptu ha klasket e vez war ar skridaozerien a c'hello deskiñ d'an holl penaos chom neptu.
[kemmañ] Menoz diazez ar chom neptu
Ne vez ket implijet mennozh an neptuegezh evel m'eo komprenet gant an holl. Un doare-ober resis a ya ganti pa n'eo ket aes sevel un holloueziadur gant tud hag o deus o savboentoù dezho dineptu. Koulskoude ne vije ket reizh lezel kostezioù'zo bezañ savet uheloc'h eget reoù all.
[kemmañ] Termenadur orin ar chom neptu
"1. Ur pennad savet evit un holloueziadur ne c'hell ket dispakañ e ra an embregerezhioù evel an dorfedourien ha pa soñjfe ar skridaozer e reont evel-se. Hennezh a dle diskouez ez eus tud hag eo o soñj an dra-se hag dispakañ peseurt abegoù e roont, met diouzhtu e tle ar skridaozer diskouez savboent ar c'hostez all.
2. Ur pennad savet evit un holloueziadur ne c'hell ket dispakañ eo ar gapitalouriezh gant e "lezel ober" ar gwellañ sistem sokial. Dispakañ e tle ar pennad diskouez arguzennoù kostezenn ar menoz-se ha arguzennoù an dud n'int evit bezañ a du.
Marteze e c'heller skrivañ gwelloc'h evit un holloueziadur pa glasker dispakañ peseurt soñjoù e vez e spered an dud e-lec'h klask penaos emañ an traou. Ma kavez ar savboent-se evel subjektivel pe voutinour pe impalaerour, deus da c'houlenn diganin pa soñjan-me e rez ur fazi. Ar pezh a zo e spered an dud a zo ur fakt objektivel hag an dra-se a c'hell bezañ displeget buan hag aes diwar ur savboent neptuek.
gant Jimbo Wales, diazezer ar Wikipedia.
Troidigezh diwar ar saozneg da vezañ kendalc'het
[kemmañ] An neptuegezh, ha petra n'eo ket
[kemmañ] N'eo ket ur savboent hanter-hent
Doujañ d'an neptuegezh n'eo ket dibab ur savboent hanter-hent etre daou savboent, met kinnig pep savboent.
[kemmañ] n'eo ket ur savboent hepken
An neptuegezh n'eo ket unan eus ar savboentoù, met an holl savboentoù.