Klotenn
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ur glotenn zo graet gant ur son, pe ur soniad, a zo heñvel e dibenn daou c'her disheñvel, a lakaer e diwezh gwerzennoù: a-wechoù div werzenn, a-wechoù muioc'h.
Skouer: teir gwerzenn gant ur glotenn.
Mab ar c'hadour a lavare a lavare d'e dad ur beure marc'hegerien war-lein ar bre
Barzaz Breiz, gant Kervarker.
Ar c'hlotennerezh eo a vez graet eus an doare da sevel klotennoù.
Klotennoù a gaver
- er c'hanaouennoù
- e testennoù lennegel 'zo ha dreist-holl e meur a seurt barzhoniezh.
Diazez ar werzaouriezh , pe ar gwerzaouiñ, eo bet ar glotenn, el lennegezh vrezhonek koulz hag e hini yezhoù ar broioù nes da Vreizh,
Taolenn |
[kemmañ] Barzhoniezh hep klotennoù
En XXvet kantved avat ez eus bet diorroet ur varzhoniezh ha n'eo ket diazezet war ar c'hlotennoù e dibenn pep gwerzenn . Zavier Langleiz an hini a zo bet da gentañ oc'h arnodién an doare nevez-se.
[kemmañ] Klotennerezh brezhonek a-vremañ
Ur vogalenn heñvelson d'an nebeutañ a ranker klevet e dibenn div werzenn a lakaer da glotañ. Skouer: Ma c'halon a zo frailhet dre nerzh ma enkrezioù Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù. Diazezet eo klotenn an div werzenn-mañ, gant Prosper Proux, war ar vogalenn [u].
Peurvuiañ e vez un tammig pinvidikoc'h ar glotenn, gant ur vogalenn hag ur gensonenn: da skouer e ha d. Skouer:
Ha hep dale, siwazh, e vo ar Vretoned
Henvel eus tud Bro-C'hall pe eus an Normanted.
Ral eo gwelout klotennoù diazezet war div silabenn:
Petra a c'hoarvezo? ... O Breizh ma bro garet,
Ma c'halon a zo trist ha meurbet glac'haret !
Evel a weler e gwerzennoù Proux pe re Fañch an Uhel da-c'houde, n'eo ket trawalc'h ar c'hlotennoù d'ober barzhoniezh.
[kemmañ] Klotennerezh brezhonek kozh
Er varzhoniezh kembraek koulz hag er varzhoniezh brezhonek e kaver ur boaz kozh da sevel ar c'hlotennoù a vez graet klotennoù diabarzh anezho.
[kemmañ] Sevel gwerzioù
Embannet e oa bet gant Al Liamm ul levrig anvet Diazez ar sevel gwerzioù, gant Frañsez Kervella (embannet da gentañ er gelaouenn Al Liamm).
[kemmañ] Geriadur klotennoù
Ur Geriadur Klotennoù, savet gant B. de Rohan-Chabot a oa bet embannet gant Imbourc'h e 1982 (rakskrid gant Youenn Olier). Daoust d'ar mankoù zo e-barzh e oa un arnod dellezek a veuleudi hag un tamm difraostañ a feson en ur park n'eo ket bet darempredet war-lerc'h an oberourez.