Kazh an Andoù
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
|
|||||
---|---|---|---|---|---|
O. jacobita
|
|||||
Rummatadur klasel | |||||
Riezad : | Loened | ||||
Skourrad : | Chordata | ||||
Kevrennad : | Vertebrata | ||||
Urzhiad : | Carnivora | ||||
Kerentiad : | Felidae | ||||
Genad : | Leopardus | ||||
Anv skiantel | |||||
Leopardus jacobita Cornalia, 1865 |
|||||
|
Kazh an Andoù (Leopardus jacobita), anvet ivez kazh ar menezioù a zo ur c'hazh gouez bihan kabet e uheldirioù an Andoù.
Taolenn |
[kemmañ] Livadur
Anavezet fall tre eo kizhier an Andoù. A-vent gant ar c'hizhier doñv ez int met seblantout a reont brasoc'h a-drugarez d'o blevenn dev ha d'o lost hir. Muzuliañ a reont etre 57 ha 64 cm gant ur pouez a 4 - 7 kg. D'en em wareziñ ouzh ar yenijenn o-deus ur vlevenn c'hris stank gant roudennoù gell direizh. Teñvaloc'h int war ar c'hof har ar pavioù. Tu a-dreñv o divskouarn a zo gris-du. Betek 4 cm e c'hell bezañ e vlevennoù. Bez ez eus nav gwalenn du en-dro d'e lost.
[kemmañ] Rummouriezh
Renket e vez kazh an Andou er genad felis met en ur genad ispisial e voe bet lakaet abalamour da stumm e glopenn. Ne anavezer ispesad ebet.
[kemmañ] Annez
E uheldirioù an Andoù hepken e kaver ar c'hizhier-mañ. Bevañ a reont en un endro krin a c'holo norzh Chili, Gwalarn Arc'hantina, su Perou ha mervent Bolivia. Lod anezhe a voe dastumet etre 3000 metr ha 5100 m e kornioù-bro roc'hek hag avelek ma ne gresk gwezenn ebet. En erc'hegi e ya, gwechoù zo, war a seblant.
Annez kazh an Andoù a zo lodennet e tachennoù bihan distag an eil ouzh eben gant traoniennoù annezet gant an dud.
[kemmañ] Emzalc'h
Ne anavezer hogozik netra diwar-benn emzalc'h kizhier an Andoù. Skrignerien vihan a hemolc'h, war a seblant.
[kemmañ] Mirerezh
N'anavezer ket pegement kizhier an Andoù ez eus met gwirheñvel eo n'eo ket bras-kenañ o niver. Enk eo o annez ha ne bourvez ket kalz boued. Hervez an IUCN ne ya ket e boblañs dreist 2.500 penn. War stagadenn I an CITES e voe bet lakaet.