Flandrezeg
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ar flandrezeg (Vlaams) eo an anv a roer :
- ent strizh, d'ar rannyezhoù a gaozeer e kornôg Flandrez Belgia (proviñsoù Flandrez ar c'hornôg ha Flandrez ar reter), en takadoù eus an Izelvroioù an tostañ da Velgia (e Zeeland) hag en un drederenn eus departamant an Nord e Frañs (Flandrez Frañs). Gwelit Flandrezeg ar c'hornôg ha Flandrezeg ar reter.
- ha, gant ur ster ledan, d'an doare yezh a vez komzet e Flandrez Belgia. Eno ez eo an nederlandeg ar yezh ofisiel, hogen levezonet eo ar yezh komzet gant ar rannyezhoù pe ar yezhoù frankek izel a gaozeer er vro (brabanteg, flandrezeg ar c'hornôg, flandrezeg ar reter ha limbourgeg).