Eisteddfod
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Un eisteddfod (eisteddfodau el liester) zo ur vodadeg vras e Kembre ma vez aozet kenstrivadegoù lennegel, kan ha sonerezh, c'hoariva ha dibunañ barzhonegoù, a-unan pe a-vagadoù, e kembraeg.
Dont a ra ar ger eus eistedd, a dalv kement hag "azezañ".
En XIIvet kantved e oa bet krouet an hini gentañ gant Rhys ap Gruffydd eus Deheubarth en e lez en Aberteifi en 1176. Aet e oa an eisteddfodoù e-maez a c'hiz a-raok bezaén adsavet en XVIII-vet kantved.
Tri seurt eisteddfod a zo e kembre.
[kemmañ] An Eisteddfod Vroadel
An Eisteddfod Vroadel eo ar vrudetañ, ha bez ez eo ar brasañ gouel sonerezh ha barzhoniezh en Europa. Eizhtez e pad, e kembraeg penn-da-benn eo, e penn-kentañ miz Eost e vez atav, ur bloaz en hanternoz ar vro, ar bloaz war-lerc'h er c'hreisteiz. tremen 6000 a dud o doa kenstrivet en hini 2006, pa oa bet 150 000 a arvesterien.
[kemmañ] Eisteddfod an Urdd
'Eisteddfod Yr Urdd', hini ar re yaouank, eo an eil vrasañ. Aozet eo gant Urdd Gobaith Cymru, adalek 7 vloaz betek 24,