Sul (deiz)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Ar Sul eo deiz diwezhañ ar sizhun hervez lod, pe an deiz kentañ hervez lod all.
En deiz-se ne vez ket labouret.
Dont a ra an anv eus anv latin an heol, Sol (Helios e gregach), a oa ur blanedenn hervez soñj tud an Henamzer.
E-pad an impalaeriezh-uhelan, an deiz-se a oa anavezet e latin : Sulius Dies, diwar planedenn an Heol. (s = h). An anv latin a zo chomet e brezhoneg : Sul, Disul.
Roet en eus ivez e brezhoneg ar rakverb-amzer : Disul.
Pa oa deuet an impalaeriezh da vezañ kristen, (sened Nikea, +325), anv an deiz-se a oa bet kemmet e : Dies dominicus, deuet da vout dimanche e galleg .
[kemmañ] Petra d'ober d'ar Sul
Dont a ra diskuizh ar sul eus ar Bibl, a zo diskeriet ennañ e tiskuizhas Doue d'ar seizhvet deiz. Miret e oa an deiz-se evit an oberoù relijiel : an oferenn veure, hag ar gousperoù goude kreisteiz.
An urzh kevredigezhel-se, a zo bet o ren buhez an dud e-pad 2000 bloaz en Europa gristen, a c'hallfe bezañ oc'h echuiñ. Hiriv ne vez ket kalz tud en ilizoù d'ar Sul, gwelet e vez tud o labourat d'ar Sul er parkeier, ha kaoz zo da zigeriñ muioc'h mui a stalioù en deiz-se.