Fyodor Dostoyevskiy
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Fyodor Mic'haylovtc'h Dostoyevskiy (ruseg Фёдор Миха́йлович Достое́вский, treuzskrivet ivez Fedor Dostoïevski) a oa ur skrivagner rusian ganet d'an 11 a viz du 1821 e Moskva ha marvet d'an 9 a viz c'hwevrer 1881 e Sankt Peterbourg. Barnet e vez evel unan eus ar romantourien veurañ eus e varevezh.
Map ur surjan milourel e oa hag e en Akademiezh ag ijirenezh milourel Sankt Peterbourg e studias. E-pad ur bloavezh e labouras evit ministrerezh an difenn hag e 1844 e troas romant Balzac Eugénie Grandet. E 1849 e voe arestet ha kondaonet d'ar marv peogwir e oa un ezel ur strollad frankizour - ar C'helc'h Petrashevsky . D'an eilenn diwezhañ e voe digastizet hag harluet da Siberia, evel prizonad da gentañ ha, goude 1854 evel soudard. E 1859 hepken e adrojod e ditloù a noblañs dezhañ ha da emban e aotrejod. Da Sankt Peterbourg e tistroas hag e-pad meur a vloavezh e veajas en Europa. En dienez e varvis met goude e marv eñ-doa bet un interamant broadel.