Ernest Carré Kérisouët
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Ernest Carré Kérisouët a zo bet ganet e Lambal (Breizh) d'ar 24 a viz Eost 1832. Mab da Louis Aimé Kérisouët e oa.
Heuliet en doa kentelioù Skol Minoù Pariz, hag diplomet e voe gant Skol Kreiz (Ecole Centrale) Pariz a-raok mont da rener govelloù hag ijinour. Bevañ a reas ur vuhez politik diroll. Maer Plezeved e voe eus 27 a viz Mae 1864 betek 21 a viz gouhere 1877. Kannad e voe e 1869 hag eñ oadet à 37 bloaz. Emezelañ a reas er renkoù an Tiers-parti Liberal hag a enebe un disterañ ouzh an impalaerded. Ne votas ket ar brezel 1870. Anvet e voe Jeneral brigadenn e 1870, hag e reas fiziañ gant kont Keratry dre hanterouriezh Léon Gambetta aozadur Arme Breizh. Dilennet adarre goude ar brezel dindan an tu kreiz-kleiz, dalc'hiñ a reas politikerezh Thiers. Ne voe ket dilennet e 1876, a-raok distreiñ d'ar Gambr goude ma voe nullet dilennadeg e enebour. Kuzulier kanton Merdrigneg eus 1863 betek 1877, e voe prezidant ar C'huzul-Meur eus 1871 betek 1875.
Marvet eo Ernest Carré Kérisouët e miz Kerzu 1877.