Bredoniezh
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Bredoniezh pe Psikologiezh (diwar ar gresianeg: psyche = bred halogos = ger) zo studi emzalc'h, spered ha preder an den da gentañ holl, met emzalc'h ha spered al loened a zo studiet ivez, pe evel ur gelenn he-unan (cf. gouiziaduriezh al loened pe an etologiezh)pe c'hoazh, ha daelioù a zo diwarnañ, evel un tu evit merzout traoù a bled gant ar vredoniezh denel (cf. bredoniezh keñverel).
Pleustret e vez war ar vredoniezh e doareoù skiantel ha nann-skiantel. Ar vredoniezh ar muiañ graet ganti a zo pozitivour he diazez pa ra gant studioù kementadel ha gant an hentenn skiantel evit testiñ ha diskar ar martezeadennoù o vezañ graet en un doare arnodel. Ar vredoniezh a ra alies gant an diuzelouriezh, da lavarout eo e sach pep a gouiezegezh e c'hell kavout e tachennoù skiantel zo evit klask displegañ ha kompren an emzalc'h.
Koulskoude ne vez ket heuliet an hentenn skiantel gant pep enklask bredoniezh. Arveret e vez gant an imbourc'h kementadel teknikoù jubenniñ evit sevel lod a zeskrivadurioù sachet diwar ar glinikenn hep arnod .
Kavet e vez ivez bredoniourion, ar vredoniourion denelour, da skouer, ha n'int ket evit degemer un hentenn skiantel.