See also ebooksgratis.com: no banners, no cookies, totally FREE.

CLASSICISTRANIERI HOME PAGE - YOUTUBE CHANNEL
Privacy Policy Cookie Policy Terms and Conditions
Bautzen - Wikipedia

Bautzen

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Bautzen
BannielAlamagn

Banniel Alamagn

Skoed-Ardamez Bautzen
Skoed-Ardamez Bautzen
Riez Alamagn
Rannvro Land Saksonia
Kod post 02625
Kod pellgomz 03591
Maer
Christian Schramm CDU
Gorread 66,63 km²
Hed 14.423889
Led 51.181389
Uhelder 204 m
Poblañs 42 189 (2006)
Stankter 633/km²


Bautzen (Budyšin pe Budyšyn e sorabeg) a zo ur gêr alaman lec’hiet e Republik Saks hag e kanton Dresden. Enni ez eus 42 189 annezad (sifroù 2006). Graet e vez “kêr-benn ar Sorabiz” anezhi. Nepell eus ar stêr Spree emañ, en ur blaenenn etre torgennoù Luzasia. E norzh ar gêr ez eus ul lenn anvet Talsperre Bautzen, savet e 1974.

Meur a garter a gaver e Bautzen: ar gêr gozh, kreiz-kêr, bannlevioù reter, kornôg ha su, Gesundbrunnen hag ar c’hêriadennoù anvet Teichnitz, Nadelwitz, Burk, Oberkaina, Niederkaina, Stiebitz, Kleinwelka, Salzenforst-Bolbritz hag Auritz. Ar c’humunioù tro-dro a zo anvet Doberschau-Gaußig, Göda, Großdubrau, Großpostwitz, Kubschütz, Malschwitz, Obergurig ha Radibor.

Taolenn

[kemmañ] Istor

E 1002 e voe graet anv eus Ortenburg evel lec’h kreiz Marz Luzasia Uhel (ha kêr-benn ar Vilezniz war un dro) gant Dithmar.

Ortenburg
Ortenburg

Goude un nebeud emgannoù e voe sezizet ar gêr gant an duk polonat Boleslas. E 1018 e voe sinet un emglev etre Impalaeriezh Santel German ha Polonia, ha chom a reas Bautzen ur gêr bolonat betek 1031. E-kreiz meur a hent pouezus a-fet armerzh edo Bautzen, ha setu perak e teuas da vezañ ur greizenn a-bouez a-fet kenwerzh, stank e oa an darempredoù gant Silezia hag ar Rhein. E 1031 e teuas ar gêr da vezañ alaman. Goude hanter-kant vloaz e tistroas etre daouarn dug Vratislav II Bohemia. E 1213 e voe aozet ur garta gêr.

E 1240 e voe savet ur manati frañsiskan. Etre 1243 ha 1319 e voe Luzasia Uhel ul lodenn eus stad Brandenburg, met bohemian e chomas Bautzen. Emglev c’hwec’h kêr Luzasia a voe krouet e 1346. An emglev-se az eas en-dro e-pad un nebeud kantvedoù. E 1429 ha 1431 e voe argadet ar gêr e-pad ar C’hroazadegoù a-enep d’an Husited. Hervez ur vojenn e vefe bet saveteet gant an ael Mikael, ha setu perak e vefe bet savet iliz Sant Mikael.

Etre 1469 ha 1490 e voe Bautzen e-barzh rouantelezh Hungaria. Eus ar mare-se ez eus chomet ur savadur, tour Matthias e anv, hag a ziskouez ar roue hungarian anvet Matthias 1 Hungaria (Matthias Corvinius). Goude-se e voe Bautzen e Bohemia en-dro. Etre 1520 ha 1525 (Adreizhadenn brotestant) e chomas katolik ar gêr. E-pad Brezel an Tregont Vloaz e voe devet Bautzen gant soudarded Sveden, Wallestein ha Saks. E 1635 e teuas Luzasia a-bezh da vezañ ul lodenn eus Saks.

Bautzen
Bautzen
Ti-kêr Bautzen
Ti-kêr Bautzen

Da vare Napoleon e c’hoarvezas emgann meur Hochkirch nepell eus Bautzen.

E 1868 e voe kemmet anv ar gêr : dont a reas Budissin da vezañ Bautzen. E 1904 e voe echu sevel an toull-bac’h saksonian anvet "Bautzen I". "Gelbes Elend" (mizer velen) eo e anv gwir. Implijet e vez c’hoazh hizv an deiz. E-pad an Eil Brezel-Bed e voe distrujet un nebeud savadurioù e kreiz-kêr. D’ar 26 a viz Ebrel 1945 e c’hoarvezas an emgann tankoù diwezhañ nepell eus Bautzen. Goude ar brezel e voe Bautzen en DDR. Gouestlet e voe ar gêr d’ar greanterezh ha d’ar skiantoù. Niverus eo bet ar c’hemmoù goude unvanidigezh Alamagn (1990) met chomet ez eus un embregerezh sevel bagonioù. An toull-bac’h, anvet Bautzen II, a zo deuet da vezañ ur mirdi diwar-benn gwirioù Mab-den e 1992.

[kemmañ] Politikerezh kêr

Abaoe 1995 ez eo Christian Schramm (CDU) maer Bautzen. Daou vaer all a zo : Michael Böhmer (armerzh, deskadurezh hag aferioù sokial) ha Peter Hesse (sevel tiez).

34 den a zo er c’huzul-kêr. Goude dilennadegoù 2006 e kaver ennañ :

  • 15 ezel CDU
  • 8 ezel Die Linke
  • 3 ezel SPD

Ar c’hwec’h kuzulier all a zo izili FDP hag izili daou emglev sivil. Pevar c’huzul-kumun a zo ivez : (Niederkaina, Stiebitz, Kleinwelka, Salzenforst-Bolbritz), enno izili a youl-vat dilennet evit pemp bloaz.

Abaoe 1994 ez eus bet savet un emglev etre Bautzen ha div gêr all : Görlitz ha Hoyerswerda. Anvet eo an emglev-se Oberzentraler Städteverbund (emglev ar c’hêrioù bras). Unan eus c’hwec’h tolpad kêr Saks eo.

Ur banell-hent divyezhek : alamaneg ha sorabeg
Ur banell-hent divyezhek : alamaneg ha sorabeg

[kemmañ] Monumantoù

Lod brasañ annezidi Bautzen a zo protestanted, ar vinorelezh sorabat o vezañ katolik peurliesañ. Rannet e vez iliz-veur Sant-Pêr etre an div gumuniezh.

[kemmañ] Liammoù


aa - ab - af - ak - als - am - an - ang - ar - arc - as - ast - av - ay - az - ba - bar - bat_smg - bcl - be - be_x_old - bg - bh - bi - bm - bn - bo - bpy - br - bs - bug - bxr - ca - cbk_zam - cdo - ce - ceb - ch - cho - chr - chy - co - cr - crh - cs - csb - cu - cv - cy - da - de - diq - dsb - dv - dz - ee - el - eml - en - eo - es - et - eu - ext - fa - ff - fi - fiu_vro - fj - fo - fr - frp - fur - fy - ga - gan - gd - gl - glk - gn - got - gu - gv - ha - hak - haw - he - hi - hif - ho - hr - hsb - ht - hu - hy - hz - ia - id - ie - ig - ii - ik - ilo - io - is - it - iu - ja - jbo - jv - ka - kaa - kab - kg - ki - kj - kk - kl - km - kn - ko - kr - ks - ksh - ku - kv - kw - ky - la - lad - lb - lbe - lg - li - lij - lmo - ln - lo - lt - lv - map_bms - mdf - mg - mh - mi - mk - ml - mn - mo - mr - mt - mus - my - myv - mzn - na - nah - nap - nds - nds_nl - ne - new - ng - nl - nn - no - nov - nrm - nv - ny - oc - om - or - os - pa - pag - pam - pap - pdc - pi - pih - pl - pms - ps - pt - qu - quality - rm - rmy - rn - ro - roa_rup - roa_tara - ru - rw - sa - sah - sc - scn - sco - sd - se - sg - sh - si - simple - sk - sl - sm - sn - so - sr - srn - ss - st - stq - su - sv - sw - szl - ta - te - tet - tg - th - ti - tk - tl - tlh - tn - to - tpi - tr - ts - tt - tum - tw - ty - udm - ug - uk - ur - uz - ve - vec - vi - vls - vo - wa - war - wo - wuu - xal - xh - yi - yo - za - zea - zh - zh_classical - zh_min_nan - zh_yue - zu -