Arnaut Daniel
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Arnaut Daniel a oa un troubadour provañsat eus an XIIIvet kantved a oa bet barnet gant Dante Alighieri evel "il miglior fabbro" (ar c'hrouer gwellañ) hag añvet mestr meur ar garantez gant Francesco Petrarca.
Nebeut tre a anavezer a-zivout e vuhez. Hervez ur vida' e vefe ganet en ur familh nobl e kastell Rabairac e bro-Berigord met livet e vez alies evel ur furlukin paour. Krouer ar sestina e voe. Hervez Henry Wadsworth Longfellow eñ-defe skrivet Lancillotto or Launcelot of the Lake met prouenn ebet eus an dra-se ez eus. Meneget eo ivez gant Dante e Divina Commedia.
Ne chom nemet 16 barzhoneg gant Arnaut Daniel hag unan nemeti gant muzik. Aozet e oa bet ar vuzik-mañ d'an nebeutañ ur c'hantved goude marv an arzour.
[kemmañ] Liammoù diavaez
(en) (oc) Oberennoù Arnaut Daniel