Maen
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Labour zo d'ober c'hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc'h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec'h reiñ hoc'h ali ha netra ken, grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.
Unan eus danvezioù fonnusañ a c'heller kavet eo ar maen, hemañ an danvez kalet m'eo graet gantañ lodenn vrasañ gorre an Douar (planedenn), met graet e vez ivez gant ar gerioù roc'h ha karreg evit un dolzenn vras a weler en natur. Kavet e vez mein e gwiskadoù roc'hellek tev dindan gorre an Douar, met ur maen a zo, da gentañ holl, un dra kalet-tre a c'hell bezañ dezouget ha treuzfurmet. N'eus forzh peseurt stumm a zo d'ar mein e c'heller benañ ha pikañ anezho gant ostilhoù a-feson. A-bell en deus desket an Den sevel tiez ha savadurioù bras ha bihan dre lakaat mein war o sonn pe en ur aozañ mogerioù ha tolzennoù mein. Mein vihan a c'hell bezañ benet ha kizellet evit ober bravigoù.
[kemmañ] Ar mein evit ar saverezh
- gres (maen-krag)
- greunit (maengreun)
- maen-glas
- maen-raz
- marg
- marmor (maen-marbr)
[kemmañ] Gerioù gant maen enno
- maen-aoter
- maen-badez
- maen-ben
- maen-bez
- maen-bolz
- maen-bonn
- maen-Champagn
- maendarzh
- maen-dour-mor
- maendresadur
- maen-eñvor (maen-koun)
- maen-fuzuilh
- maen-glas
- maen-grevell
- maen-gwer
- maengizelladur
- maen-harz
- maen-korn
- maen-kroaz
- maen-kurun
- maen-materi (mean-boueta)
- maen-milin
- maenoniezh
- maen-pers
- maen-plastr
- maen-raz
- maen-spoue
- maen-tan
- maen-teuz
- maen-to
- maen-touch (maen-arnod)
- maen-tuf
- maen-turkez
- maen-yalp
- maen-zink
- sav-maen