Kalc'has
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Kalc'has (Κάλχας / Kálkhas e henc'hresianeg), mab Testor, a oa un diouganer, bet gantañ e c'halloud a-berzh Apollon hervez mojennoù Hellaz kozh.
Eñ eo a alias Agamemnon da aberzhiñ e verc'h Ifigenia d'an doueed da gaout avel vat digante da vont da vrezeliñ da Droia.
[kemmañ] Mojenn
Kent da arme tud Hellaz lestrañ davet troia e tiouganas e vije ezhomm eus ar brezelour meur Akilles hag e padje dek vloaz ar brezel.