Erc'h
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
An erc'h a zo ur rumm eus ar glaveier a gouezh diouzh ar c'houmoul dindan stumm kementadoù bras elfennoù dour kristalinet a reer fulennoù-erc'h eus outo. Ur wech kouezhet war an douar e e c'hellont ober ur gwiskad gwenn ha blot war al leurenn-douar hag an traoù savet warni ivez. Pa kouezh an erc'h ez eus dañjer war an hentoù pe diwar ar seurt deñvalijenn a vez degaset gant ridoz ar fulennoù-erc'h pe diwar an dañjer riklañ (tud ha kirri).
[kemmañ] Krouidigezh ar fulennoù-erc'h
Krouet e vez an erc'h diwar an aezhenn pa ya da skorn war euun e kreiz ur goumoulenn peurvuiañ. Ar strink graet gant an dour kristalinet a zo un nebeud millimetrad o ment ha war 6 ahel simetriezh e kasont brankennigoù. Lod a c'hell bezañ meur a santrimetrad hed.
Pep elfennig a ya d'ober ur fulenn-erc'h a zo ken boull hag an dour glan, met pa vez dasskedet ar gouloù war pep anezho e seblantont bezañ gwenn, nemet ma vezont saotret gant an ampurentezoù.
[kemmañ] Mentoniezh
Ur fulenn-erc'h stummet mat en deus 6 brankennig ha pep hini anezho en deus brankennigoù graet gant brankennigoù all, atav o skeiñ a-hed 6 ahel hag o c'haolañ pep tro. An holl a ya d'ober ur c'hwec'htaleg, unan eus ar liestalegoù reolek.
Koulskoude n'eo ket ken reoliek stummoù ar fulennoù-erc'h ha n'int ket holl ken brav ha war ar skeudennoù a c'heller gwelout pa vank dezho brankennigoù hag e c'hellont kaout neuz bannoù, spillhennoù, kensturdalegoù (parallelepipedennoù) ha pladennoù. War-dro 2° Celsius e c'hell bezañ krouet fulennoù-erc'h gant 3 ahel, met rouez-tre eo. Pa ya an temperadur etre o° ha - 3 ° Celsius ez eont da neuz ur vleunienn 6 delioù-bleuñ ganti hag etre - 5° ha - 10° e weler seurt pladennigoù pe spilhennoù pe vannoù toull hag etre - 10 ° ha - 22°e teu d'ar strink neuz ar bleunioù en-dro. Dindan - 22° e teu seurt prismoù bihan.
M'eo bet krouet ar strink war-dro - 5° ha m'eo aet an temperadur pe uheloc'h pe izeloc'h e weler bannoù gant ur vrankennig war o fennoù. Dindan temperadurioù izel-tre a ya da vezañ plat ar fulennoù-erc'h, met gant brankennigoù o c'haolañ c'hoazh.
Div varteazeadenn bennañ a zo bet roet evit displegañ simetriezh ar fulennoù-erc'h reoliek :
- Ditouroù a vije eskemmet etre pep a vrankennig o tiwanañ ken e kresk pep elfenn strink. Dre stennadur ar gorreoù e c'hellfe bezañ treuzkaset an ditouroù
- Ar varteazedenn degemeretañ : diwar variadennoù tizh an temperadur e teufe ar gaolañ hervez c'hwec'h roud. Diouzh ur respont d'an endro e teufe ar fenomenn
Ar c'hwec'h roud a zeu eus framm orin ar strink ha koulskoude n'eus ket bet kavet un displegadenn evit ar strink gant tri roud.
Lavaret e vez alies n'eus ket fulennoù-erc'h heñvel-mik ouzh reoù all, met n'eo ket ul lezenn prouet en un doare skiantel pa n'eus ket abeg ma ne vije ul lodenn anezho o kreskiñ dindan kondisionoù heñvel ha pa vefe dre ar chañs. Ur glaskerez o labourat evit ar National Center for Atmospheric Research ar Stadoù-Unanet en deus kavet prismoù erc'h heñvel-mik, met ne oant ket strinkennoù reoliek koulskoude.