Drevezadenn (yezhoniezh)
Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor
Er yezhoniezh e vez implijet an termen drevezadenn (saoz.: calque) war dachenn ar geriaouiñ hag ar dermenadurezh evit komz eus ur ger pe un termen amprestet digant ur yezh al en ur dreiñ ster elfennoù an tremen orin ger-ha-ger pe gwrizienn-ha-gwrizienn, da skouer "skrab-oabl" troet ger-ha-ger diwar ar saozneg "sky-skaper" pe "logodenn" war dachenn an urzhiataerezh troer ivez diwar ar saozneg "mouse".
Disheñvel eo un drevezadenn diouzh un amprest degemeret en ur yezh war-eeun digant unan all hep ma ma vije troet an elfennoù orin.
Drevezadennoù ha/pe amprestoù bet kemmet o stumm orin eo anvioù deizioù ar sizhun e brezhoneg, troet, evel e meur a yezh europek all hag evel an holl yezhoù keltiek, diwar al latin:
- "Dilun" Dies Lunae ("deiz al Loar")
- "Dimeurzh" < Dies Martis ("deiz Meurzh")
- "Dimerc'her" < Dies Mercurĭi ("deiz Merc'her")
- "Diriaou" < Dies Jovis ("deiz Yaou")
- "Digwener" < Dies Venĕris ("deiz Gwener")
- "Disadorn" < Dies Saturni ("deiz Sadorn")
- "Disul" < Dies Solis ("deiz an Heol")
Alies e kaver an hevelep drevezadenn e meur a yezh war un dro peurliesañ abalamour d'al liammoù sevenadurel kenetreze, da skouer:
- saozneg: honeymoon
- > galleg: lune de miel
- > katalaneg: lluna de mel
- > spagnoleg luna de miel
- > portugaleg: lua-de-mel
- > italianeg: luna di miele